Koma don gant distresadur an arc'hwelioù nervstruzhel, naouus dre steuz an damougoù, an ezvezañs eus pep erwezh ouzh ar fraouadoù skiantennel, strafuilhoù muiek en analañ hag en amred ar gwad.
Stad kleñvedel naouus dre ur morvitellerezh kevret gant koll darnel pe hollel ar genskiant hag an defroù, ar santout hag ar fiñval ha, lakaet er-maez ar furmoù grevusañ, kemmir arc'hwelioù an analañ hag amredañ ar gwad ; hervez derez donder ar c'homa e tiforc'her : ar c'homa defraouek (Gl. coma vigil) pe koma pazenn I, ar c'homa etreat (Gl. coma d'intensité moyenne) pe koma pazenn II, ar c'homa anerwezh pe peurgoma (Gl. coma carus) pe koma pazenn III, ar c'homa andizhek pe trac'homa (Gl. coma dépassé, mort encéphalique) pe koma pazenn IV (sl. carus, coma dépassé, coma vigil ).
Lankad diwezhañ ar skorted lounezh, o kevrediñ ur c'homa defraouek, laurioù strewek, enkrez, gwelvded, iswrester, mabisvoll, analerezh Cheyne-Stokes, c'hweladoù, darc'hoal, barradoù nervel, usvec'h urea ha kreatinin.
Koma don, naouus, ouzhpenn dre goll arc'hwelioù ar c'hehentiñ, dre steuz bloc'hel an arc'hwelioù struzhel (analerezh, amred ar gwad, gwerederezh tredanel an empenn) ; an dreistbeved ne bad nemet diwar goust ardivinkoù gwenterezh kalvezadel ha trefennadoù uswaskeiat ; darvezout a ra da heul un ezwal kalonanaladel hirbad pe diwar anafoù drastus ar c'hreizennoù nervel ; goude 24 eurvezhiad trac'homa e vez hollel ha dieiltro koll arc'hwelioù an nervreizhiad.
Rouestlad d'an diabet olinsulinel, devoudet, ouzhpenn gant direizhoù ar gwadvec'h kaliom hag amoniak, gant an hogennadur er gwad eus korfoù ketonek o tec'han an akidoz, freuz ar c'hadavad alkali hag, e dibenn dedro, kouezh pH ar gwad ; ent klinikel, war ur goueled skuizhnez ha treutadur, e tarvez koll ar genskiant, dourisvec'h, analerezh Kussmaul hag ar marv ; parraet e vez hiziv ouzh ar c'homa diabetien dre an insulingurañ.
Seurtad dibaot a goma o rouestlañ an diabet c'hwek, anezhañ koll don pe donoc'h a 'r genskiant ha dourisvec'h muiek (kroc'hen sec'h, teod suilhek), iswask talmerel ha terzhienn, hep akidoketoz na kemm er c'hadavad alkali pe er pH, met gant gwadusvec'h natriom hag urea, ha dreist holl usvec'h glukoz paot ; gwikefre ar c'homa eo usgrenn ar plasma (uc'hosmoleriezh) ha koll an dour hep ezvevennadur a 'r c'hevionennoù ; en desped d'an diounit insulin ha d'an dourhevec'hiañ e tarvez ar marv en hanter eus an degouezhioù.
Rouestlad marvus alies d'an ikteroù grevus ha d'ar c'hirrozioù, o tedreiñ diouzh un tennad kentañ a rakkoma, naouus dre arouezioù nervel (dispafalad, anadenn a 'n dentrod pe reuter korzenn blom, arouez Babinski daoudu a-wechoù) ha direizhoù a 'r realezh ; en un eil tennad e steuz ar strafuilhoù-se en ur lezel war o lerc'h ur c'homa sioul gant flaer an anal (foetor hepaticus), ur gwadusvec'h amoniak ha gwagennoù pikek trilankadek en empennvarrwezañ (sl. encéphalopathie hépatique).
Koma o tarvezout evel rouestlad da skorted vuiek ar c'hougorfenn (kleñvedoù Sheehan, Simmonds), delanket a-wechoù gant ur poread bihan pe ur gwezh surjianel, naouus dre ur c'hoempad kalongwazhiedel, iswrester, gwadisvec'h glukoz, reuter an izili ; a-geñver e ve gant skorted lemm an uslounezhenn.
Koma amparet a-bazennadoù, istantek, hep arouez a lec'hiadur, gant iswrester hag uswask, o tarvezout a-wechoù e-kerz skorted vuiek anvezeget ar skoedenn, dezhañ un erdeb grevus.
Seurtad koma naouus dre ar goabrennegezh, an alfo hag ar c'hefroù ; ar gouziviad a zigor e zaoulagad pa gomzer outañ.
Grevusañ stad an azoniad glukozwadisvec'hel, naouus dre ar morvitellerezh gant dargrezadoù hollek, stroñsadoù kigennel, arouez Babinski daoudu ; o teraouiñ a-wechoù dre un prantad enkrez, saouzanegezh pe vroudedigezh ; o tarvezout e dianlen yoc'hennoù 'zo eus an ilgreiz (insulinusvorc'hegezh, sl. hyperinsulinisme), skorted an uslounezhennoù, ar rakgougorfenn, an avu pe, gant an diabeteion, an diounit reñverek insulin pe sulfamidoù glukozwadisvec'hius.