1 Flakadur kambroù an empenn diwar iswask al liñvenn benn-kein. 2 Flakadur ur c'hofig diwar amwask ar galon dre ur fennad amgalonenn (kouchadur) (sl. tamponnade).
Heuliad grezvarrek pe gendalc'hek lammoù kalon, herrek ha direoliek, rezhiennet gant ur barrwezad anreizhiadekadus (stad rakkrehadel).
Gorregezh korvez argrezadoù ar c'hofig (poulzistead pad).
1 A-zave d'ur c'hofig kalon. 2 A-zave d'ur gambr empenn.
1 Pep hini eus an div gavenn a 'r galon, dehou ha kleiz, loet a-ziaraok ar c'hentezioù ha dispartiet an eil diouzh egile gant an dilhenn etre-kofigoù. Ar c'hofigoù a zegemer ar gwad eus ar c'hentezioù keñverek dre an igorennoù kentez-kofig, hag e gas a reont e kef ar skevent evit a sell ar c'hofig dehou hag en aortenn evit a sell an hini kleiz. 2 Kavennoù loet en empenn, ar c'hambroù kostezel e pep hanterenn empenn, an trede en dreuzempenn hag ar pevare etre ar c'hef empenn hag an ilpenn.
Kammneuziad kalon dibaot kaer. Bez' ez eo ur seurtad kammload gwazhied bras eus an diaz : an aortenn ha kef ar skevent a loc'h eus ar c'hofig dehou, ar c'hofig kleiz o kas ar gwad a zo ennañ en hini dehou dre ur c'hehentad etre-kofigoù ledan ar peurliesañ. Diouzh sez ar c'hehentad e teskriver daou rizh eus ar c'hammneuziad-se : ar rizh I, ma emañ ar c'hehentad a-ziadreñv ha dindan ar gribenn us-kofig, an daolenn o vezañ hini ur c'hehentad etre-kofigoù gant uswak talmerel skevent ; ar rizh II, ma emañ ar c'hehentad a-ziaraok hag a-us d'ar gribenn us-kofig, dindan igorenn kef ar skevent : azoniad Taussig-Bing eo, gant un dulaz muiek. Ouzhpenn se emañ ar c'hammneuziad en ervez da vezañ rouestlet gant un isvoll eus kef ar skevent : heñvel kenan eo neuze ouzh pevaradezh Fallot.
Kammneuziad kalon nemedennek, ar seurtadoù daskenat anezhañ o vezañ boutin etrezo ent neuziadurel eskor klok pe sourus ar gwazhied bras diwar ar c'hofig kleiz ent korfadurel. Ar peurliesañ e vez ur c'hehentad etre-kofigoù endan-aortenn gant isvoll ar c'hef skevent ; lies ezreolder all a vez kevredet outañ. A se e stader meur a daolenn glinikel, hag ivez lies modelezh prederiañ ha lies deznaou.
Kalonanaez ganedigel naouus dre ur gavenn gofigel unel, ec'hon, o tegemer gwad eus an daou gentez dre un igorenn voutin pe div igorenn dispartiet. Un adkavenn gofigel, krakelfennel, a c'hell kehentiñ gant an hini vras. An disoc'h zo ur skoev kroaziet gant un dulaz bezus a-genfeur da bouez ur c'haeladur eus an amred en igorenn pe e kef ar skevent, en ervez da gevrediñ.