Laur taer ha trumm en ur poent eus ar c'hof oc'h erzerc'haat deroù un ampelennfo diwar dreloezañ.
Lodenn gigek balirek eus parzh adreñv ar c'har.
Poulz an aortenn gof merzhet dre deuta ar c'hof gant ar c'houziviaded treut.
A-zave d'ar c'hof gar.
Kof arblat e-doug an torliñvoù henek.
Dargrezad trebad ha laurus kigennadur ar c'hof, naouus d'an ampelennfo lemm.
Anv disneuziad an arzorn arsellet e seurtadoù torr penn izelañ ar werzhid o reiñ d'an dorn neuz kof ur forc'higell, e dianlen dilec'hiadur an drailhoù eskern war raok.
Pukadur lodenn greiz ar c'hof e-doug anaezioù 'zo (kolera, pilhonfo torzhellek, gwentl plomel).
Kof a-ispilh evel ur yalc'h wak dreist juntad ar c'haezour, a vez arsellet gant ar vorreion hag al liesganerezed.
Disneuziad ar c'hof naouus dre ur rakvaliregezh kreizer, arsellet e degouezh ar glañvourion tizhet gant an torliñv en deroù (ampelennfo torzhellek a neuz torliñvel).