1 Tolpad kelligoù nervel loet e-maez an nervahel, ouzh e ober a) evit a sell kangrennoù a-livenn ar gwriziennoù a-gein, korfoù kellig ar protoneuron santout, b) evit a sell ar c'hangrennoù simpatek, korfoù kellig an neuron santout en erdu ar flugez pe ar gwazhied. 2 Tolpad kelligoù e rezh ur bos war dreug ur wazhiedenn limf, a stumm hirvoan pe favennek, loet a-strolloù e gwrizienn an izili hag a-hed ar gwazhied bras.
Hogennad kelligoù nervel loet e-barzh speur ar c'hentez dehou e-kichen god ar gwazhiennoù kav e kefin toull ar wazhienn gav uhelañ, e arc'hwel genel ent emgefreek ar wagenn vroudañ o telankañ argrezadur ar galon ; reet e vez an nervlanv e-barzh gwiad ar c'hentez etrezek ar c'hlom kentez-kofig, ha treuzkaset d'ar c'hofigoù dre an hordenn gentez-kofig (sl. cardionecteur : appareil pe système ∼, sinus : maladie du—, sinus : maladie du—).
Furmadurioù ganto arc'hwelioù dibarek : 1 tolpad kelligoù nervel (sl. n. sinusal) 2 tolpad kelligoù limfoidel (sl. ganglion 2 ).
Elfenn andibennel en ul luniad stlenn urzhazek.
(Pell.) Elfenn eus ur rouedad dezougen, hanlec'hiet en douaregor, a zo he c'hefridi bennañ ar c'hehentiñ, a c'hell ivez ren arc'hwelioù evel gwiriañ, tolpañ, stadegañ.
Trevnad aveadurioù goulevek o talvout da etrekennaskañ ar rouedad riezel : Transpac (F), Datapac (CDN), Telenet, Tymnet, Internet (USA).