Preder
adaptation : maladies de l'∼adaptation diseaseskleñvedoù an emazasaat ― Geriadur ar vezekniezh

Erzerc'hadoù kleñvedel e dianlen strafuilh en erwezhioù emazasaat : pe skorted an erwezh arfroù ha gwashaat ar bleuz diwar skorted ar reizhiad gougorfenn-kaenuslounezhenn, pe reñver an erwezh da heul keuziadoù hir pe arreet o tevoudañ naouedoù diseurt (angreizh koazhadel, trodalmerennfo ozvennek, remm, lounezhfo, uswask) diwar uc'harc'hwel ar reizhiad.

déclaration obligatoire : maladies à ∼ ◊ ◊ kleñvedoù endalc'hek o diskleriañ ― Geriadur ar vezekniezh

E Frañs, keloù roet gant ur mezeg da Renerezh Departamantel an Oberiezh Yec'hedel ha Kedvuhezel (Gl.  Direction Départementale de l'Action Sanitaire et Sociale, DDASS) pe da Wazva ar Yec'hedouriezh (Gl.  Bureau d'Hygiène) evit ditouriñ ar stadadenn en deus graet war ur c'hlañvour eus ur pore enskrivet war ur roll kefridiel savelet dre zeved : avufo lemm A, brukelloz, bosenn, botulegezh, chikungunya, deng, difteriezh, gousell kleñved Creutzfeldt-Jakob hag empennaouedoù all goulemm spouevanek dendreuzkasadus, kolera, konnar, legionelloz, listerioz, louetvelfo, ortopoksviroz hag ar vrec'h pergen, paludegezh vroat, paludegezh allvroat en departamantoù tramor, pistriboread bouedel stroll, plomegezh a 'r bugel minor, poread dre ar VIHAD e forzh pe bazenn, poread ennerus dre ar meningokok, poread lemm azoniek dre viruz an avufo B, ruzell, serk, terzhienn velen, terzhiennoù gwadliñvus afrikat, tetanoz, tifoid ha paratifoidoù, torzhellegezh, tularemiezh.

Köhler : maladies de ∼Köhler's diseaseskleñvedoù Köhler ― Geriadur ar vezekniezh

1 Artroz ha boukadur ar skafeg (Gl.  scaphoïde carpien) e dianlen arver ar benvegijinennoù dalc'het gant an dorn, evel an horzhataerioù (sl.  maladie de Kienböck). 2 Bulzunegfo (Gl.  scaphoïdite tarsienne), anaez ar vugale hag ar grennarded, naouus dre ul laur lemmoc'h diouzh an noz, koeñvadur ar parzhioù meizh, hag, ent skinourel, digresk ec'honad an askorn, anaez o pareañ dindan un nebeut mizioù ; dianav e arbenn. 3 Anaez anavezet dindan an anvadoù talpennfo kreiztroadel Köhler (Gl.  épiphysite métatarsienne de Köhler) ha kleñved Freiberg, osteokondroz penn eil askorn ar c'hreiztroad o tizhout ar c'hrennardezed hag o tedreiñ gorrek d'ar pare. 4 Osteokondroz ar grennarded, o tizhout ar padelleg, hemañ oc'h anadiñ war ar skinlunioù e rezh dastammadoù direoliek, anaez o tedreiñ herrek etrezek ar pare.

mitochondriales : maladies ∼, mitochondriopathiesmitochondrial diseaseskleñvedoù mitokondriel, mitokondriadoù ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad genadel a 'r c'hleñvedoù o tizhout ar mitokondri, evel isteñv gweledel Leber, an divig karnitin, azoniadoù Kearns ha Sayre, h.a. (sl.  Kearns et Sayre : syndrome de , Leber : maladie , Leber : maladie pe atrophie optique de , Pearson : syndrome de , Pearson : syndrome de ).

Seitelberger : maladies de ∼Seitelberger's diseasekleñvedoù Seitelberger ― Geriadur ar vezekniezh

1 Seurtad dibaot a sfingolipidoz familhel treuzkaset moarvat hervez ar mod aotozomek enkilek, naouus ent neuziadurel dre un usvec'h lipo-glikoproteek kemplezh, muiek war aksonoù an nervgelligoù. Deraouiñ a ra, en daou vloavezh kentañ eus an hoali, dre un istant kaherel hag un astal eus an diorren savder-pouez. Ha goude e tinod un dargrezañ en izili traoñ, kahergridoù, droukfell, arouezioù hirvelel, un nistagmuz, un disleberadur bred muiek hag un dallentez. Echuiñ a ra gant ar marv kent an oad a 10 vloaz. Bez' ez eo ul lipoidoz eus an nerveg kreiz. 2 Seurtad dibaot a wennvideñv soudanlen, ma 'z eo an ezvezañs a vielin, hollel, lec'hiet strizh en nerveg kreiz. Hañvalout a ra bezañ nes da gleñved Pelizaeus-Merzbacher.

seringue : pathologie de la ∼ ◊ ◊ kleñvedoù ar strinkell ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad ar c'hleñvedoù diwar hadennoù kleñvedus pe arvevaded enkoret dre zarvoud diwar-bouez strinkelloù pe nadozioù dishadennet fall.

virus lents : maladies dites à ∼slow virus diseaseskleñvedoù gorrek diwar viruzoù ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñvedoù studiet gant Sigurdsson e 1954, anezho anaezioù a lakaer viruzoù diseurt, anhennadet ar peurliesañ, da vezañ kiriek dezho. Nes eo an anaezioù-se evit an arbennoù-mañ da heul. Da gentañ e stader un hir a brantad hep azon, eus un nebeut mizvezhioù d'un nebeut bloavezhioù. Da c'houde e tizh ar viruzoù kiriek d'ar c'heñvedoù gorrek ur gwiad pe un organ hepken, an nerveg kreiz, da skouer. An trede naouuster boutin da seurt viruzoù zo o c'herc'husted, digen evit spesadoù loenel 'zo. Hag erziwezh e tedro ent argammedek an anaezioù angorzhet gant ar c'herentiad viruzoù-se etrezek marv ar gouziviad. Ne ouzer ket resis perak e pad keit all gounervezh ar viruzoù-se. Evit lod eus an arbennigourion e ve ur raktued hilel hag ivez un doare dibarek da erwezhiañ a-berzh an herberc'hier poreet. ICRON (diwar bennlizherennoù an Institute for Cancer Research) zo un termen kinniget gant Blumberg evit deanviñ un unvez amparet gant ar viruz ha parzhioù o tont eus e herberc'hier. Ar c'heal a ICRON zo bet danzeet diwar viruz an avufo B, dezhañ ur golo desellet evel an antigen Aostralia hag ar viruz e unan o c'hoarvezout eus un niver bennak a antigenoù o tont eus ar gouzrec'h, m'en deus tiñvet ar viruz (sl. icron). Ar c'hleñvedoù gorrek diwar viruzoù zo paot kenan gant al loen. Menegomp : empennaoued spouevanek ar bioù (ESB, 1986), krenion an deñved. Evit an den zo en ervez da vezañ poreet gant pevar “viruz” a 'r rizh-se : kleñved Creutzfeldt-Jakob, ar gwennempennaoued liesannon argammedek, ar c'hourou, ar gwennempennfo sklerozus goulemm. A-douez ar viruzoù-se e ranker lakaat kemm etre ar gwezherioù pore kendivizadel, evel hini ar gwennempennfo sklerozus goulemm, ha hini kleñved Visna-Maëdi (kleñved an deñved diwar viruz, oc'h erzerc'hañ gant al loened a ouzhpenn 2 vloaz oad gant ur skeventfo henek) hag ar gwezherioù ankendivizadel evel ar prionoù pe ar virinoioù. Bez' ez eus ur c'hevarguz etre ar viruzourion evit a sell anaezioù 'zo evel kleñved Parkinson dianempennfo, ar skleroz strewek, kleñved Alzheimer, kleñved Steele, Richardson ha Obszewski, kleñved Alpers, ar skleroz kostezel kaheristeñvus ha kankroù 'zo zoken. E gwir e chomer en entremar a-zivout roll an kez “viruzoù” evit a sell an anaezioù diseurt-se.