Preder
1 ovalocytose 2 ovalocytose, anémie ovalocytique, maladie de Dresbachovalocytosisovalokitoz  g., amwad ovalokitel, kleñved Dresbach ― Geriadur ar vezekniezh

1 Bezañs ovalokit (hemati viheñvel) er gwad. 2 Kleñved hêrezhel dibaot naouus dre vezañs ovalokit er gwad amredat ha resmiadoù gwadloezañ.

Addison : maladie d'∼, maladie bronzéeAddison's diseasekleñved g. Addison ― Geriadur ar vezekniezh

Skorted henek an uslounezhennoù, unanhangaeel peurliesañ, naouus dre an asikted don, an iswask talmerel, al loanost, strafuilhoù koazhadel, livrezh arem ar c'hroc'hen.

agranulocytose infantile héréditaire de von Kostmanninfantile genetic agranulocytosis, Kostmann's diseaseagranulokitoz g. hêrezhel ar vabaned, kleñved g. von Kostmann ― Geriadur ar vezekniezh

Agranulokitoz familhel dibaot, bet deskrivet e 1956 e Sveden, treuzkaset er mod aotozomek enkilus, o teraouiñ ken abred ha deizioù kentañ ar vuhez hag o kas d'ar marv dindan un nebeut mizvezhioù.

Alzheimer : maladie d'∼Alzheimer's diseasekleñved g. Alzheimer ― Geriadur ar vezekniezh

Furm baotañ eus an envedioù rakkozhiadel naouus a) ent neuziadurel dre isteñv pluskenn an empenn er parzhioù kitern-ividig-kilpenn, anafoù ar pennmarc'hig ha bolc'hadur ar c'hambroù ; b) ent wiadurel dre blakennoù kozhiadel ha dre zic'henezhadur an nervwianoù ; c) ent klinikel dre un envedi vloc'hel gant disleberadur ar c'hounerezh, ezaouiñ amzerel-egorel, ankomz, andigon, andenaoud, ustant ampikernennek ha barradoù droukfell ; dedreiñ a ra d'ar fallezh ha d'ar marv dindan un nebeut bloavezhioù.

amniotique : brides ∼s, maladie ∼, complexe ADAMADAM complexnaskoù l. (g.) amnionel, kleñved g. amnionel, kemplezh b. ADAM ― Geriadur ar vezekniezh

Naskoù stirek etre daou boent eus speur an amnion pe etre an amnion hag ar grouell ; e devoud an ambidoù ganedigel e vent.

angiomatose hémorragique familiale, angiomatose héréditaire hémorragique, maladie de Rendu-OslerRendu-Osler-Weber diseaseangiomatoz hêrezhel gwadliñvus, kleñved Rendu-Osler-Weber ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez hêrezhel oc'h erzerc'hañ er vugeliezh, da azon nemetañ dezhañ ar fronwadadoù betek 25 bloaz, oad ma krog angiomoù da ziwanañ war ar c'hroc'hen hag ar glaourgennoù, a zo sez da wadliñvadoù d'o zro ; kevret gantañ e c'hell bezañ angiomoù er flugez ha darvolloù skevent.

aquarium : maladie des ∼s, maladie des aquariophilesfish tank granulomakleñved ar pesklennoù, kleñved ar pesklennourion, granulom ar pesklennoù ― Geriadur ar vezekniezh

Mikobakterioz kroc'hen an daouarn gant an dud a ra war dro ar pesklennoù ma vager pesked arallhin douger hadennoù.

artérite temporale, maladie de Horton, panartérite subaiguë des vieillardstemporal arteritis, Horton's diseasetalmerennfo ividig, kleñved Horton ― Geriadur ar vezekniezh

Naoued o c'hoarvezout goude c'hwegont vloaz, naouus dre fallded ar stuz hollek, terzhienn, poan benn kriz muiek en daouividig, tanijenn an talmerennoù ividig, ar re-mañ o vezañ koeñvet, trombozek, laurus ouzh ar stekiñ ; dianav eo evit c'hoazh arbenn ar c'hleñved ; efedus outañ eo ar c'hortizon ; alies e pare dioutañ e unan.

ataxie aiguë, maladie de Leydenacute ataxia, Leyden's ataxiaankedre lemm, kleñved Leyden ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn strewek eus an nerveg, da azonoù dezhi an ankedre, an usdamoug, gouseizi kigennoù 'zo, andagoù (nistagmuz, gougrid an troad), tuzumadur ar meiz ; tizhout a ra ar re yaouank ha pareañ alies.

auto-immune : maladie ∼autoimmune diseasekleñved  g. -où unanhangaeel ― Geriadur ar vezekniezh

Hangaeañ ar bevedeg ouzh parzhioù 'zo anezhañ e unan : borc'hañ a ra antikorfoù (unanantikorfoù) dazgweredus ouzh antigenoù lodek ennañ (unanantigenoù).

Basedow : maladie de ∼, goitre exophtalmiqueGrave's disease, Basedow's diseasekleñved Basedow, pennsac'h g. -où bourbellus ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved o tizhout ar maouezed dreist holl, naouus a) ent neuziadurel, dre uswe strewek epitelienn ar skoedenn, o tec'han skoedusvorc'h ; b) ent klinikel, usvent ar skoedenn, kalonustead, treutadur, goursec'hed, kaherasikted ha krenerezh, bourbellegezh daoudu ; diazezet eo deznaou ar c'hleñved war dezventañ an hormon skoedel er gwad ha delenadur an iod skinoberiek gant ar skoedenn ; hiziv e seller kleñved Basedow evel ur c'hleñved unanhangaeel.

Bazy : maladie de ∼, hydronéphrose congénitale intermittente ◊ ◊ kleñved Bazy ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad lounezhfoeñv diwar volc'hadur ganedigel al lestr hag ar c'haliroù da heul angwe ar gahereg levn anezho.

Benson : maladie de ∼, hyalite étoiléeBenson's diseasekleñved Benson, gweregfo g. stergannek ― Geriadur ar vezekniezh

Bezañs er c'horf gwerek a euflennoù war neuñv merzhet gant ar gouziviad e rezh greun lugernus pe malzennoù erc'h.

bleue : maladie ∼, cyanose congénitalecongenital cyanosisdulaz g. ganedigel, kleñved g. glas ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved diwar gammneuziadoù kalongwazhiedel (pevaradezh Fallot pergen) o tevoudañ un heptreug gwazhienn-talmerenn, eleze an tremen eus ar gwad gwazhiennel er gwad talmerel, da azonoù pennañ dezhañ : dulaz an amwiskadoù hag ar glaourgennoù, hipokrategezh ar bizied, elruz, trec'hwezh, isniñv korfel, direizhoù nervel, an holl anezho e dianlen ar gwadisvec'h oksigen, marvus anez oberata.

Bornholm : maladie de ∼, myalgie épidémique, grippe d'été, pleurodynie contagieuseBornholm disease, epidemic pleurodyniakleñved Bornholm, kaherost b. darreuziat, krezennost b. tredizhus ― Geriadur ar vezekniezh

Pore diwar ar viruz Coxsackie B, o teraouiñ trumm dre ul laur kriz e diaz ar brusk o skoilhañ an anal, kevret gant terzhienn, klopennost, a-wechoù gant amgalonennfo, skouarnfo krenn, empennfo, o pareañ hep arlenad ; ouzhpenn ar re roet a-zioc'h e kaver un daouzek anvad all : glaz tremeniat ar gelc'hspeurenn, pilhennfo kaherostus, louetvelfo hep seizi, grip an Diaoul, h.a. ; Bornholm zo an enezenn danat ma voe deskrivet ar c'hleñved evit ar wech kentañ.

Bouillaud : maladie de ∼, rhumatisme articulaire aigu, fièvre rhumatismale, polyarthrite aiguë fébrileBouillaud's disease, rheumatic feverkleñved Bouillaud, remm g. lemm an arzoù, terzhienn b. remmel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved ar vugale hag ar grennoadourion, o tarvezout da heul ur gorank diwar strepokok gwadloezus A ; da arouezioù dezhañ ul liesarzfo laurek dilec'hiat, terzhienn, c'hwezennoù, ozvennoù kroc'hen, eritem gwrimennek, tizhadoù a 'r flugez, a 'r galon pergen, tuadur d'an adfeilhañ (sl.  cardiopathie rhumatismale).

Bouveret : maladie de ∼, tachycardie paroxystique supraventriculaire, tachycardie paroxystique nodale, tachycardie paroxystique essentielleparoxysmal nodal tachycardiakleñved Bouveret, kalonustead g. grezvarrek us-kofig, kalonustead grezvarrek klomel, klomustead g. grezvarrek, kalonustead grezvarrek hennadek ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez naouus dre varradoù arreat o padout etre un nebeut munudoù ha lies eurvezh ma lamm ar galon herrek ha reoliek (200 ha muioc'h dre vunud) ; kemm a lakaer etre ar c'halonustead grezvarrek us-kofig hag ar c'halonustead grezvarrek kofigel.

brai : maladie du ∼tar acnekleñved an ter, akne b. an ter, teregezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved micherel diwar dornata an ter ha dilerc'hioù strilhadur an ter danvezet d'ober briketez : tanailh, pikadurezh, loskadurezh en dremm, akne derel, darvoudoù kroc'hen henek grevus a-wechoù (kankroù).

brucellose, mélitococcie, fièvre ondulante, fièvre de Malte, fièvre méditerranéenne, maladie de Bangbrucellosis, febris melitensis, melitococcus infection, melitococcosis, undulant fever, Malta fever, Mediterranean fever, Cyprus fever, goat fever, Gibraltar fever, Neapolitan fever, Rock fever, Rio grande fever, dust fever, slow fever, febris sudoralis, morbus Bangbrukelloz g., melitokokoz g., terzhienn wagennus, terzhienn Valta, terzhienn vorkreizat, terzhienn ar givri, terzhienn c'hwezennus, kleñved Bang ― Geriadur ar vezekniezh

Pore diwar vakteri eus ar genad Brucella o tizhout ar chatal (givri, deñved, bioù, moc'h), treuzkaset d'an dud dre ar stekiñ pe dre euvriñ laezh, naouus dre un derzhienn spanaus, direoliek ha gwagennek, c'hwezennoù puilh, laurioù diseurt hag asikted vras, o tedreiñ dre remortadoù war lies miz hag o vont da lec'hiadurioù flugezel goulemm ha liesstumm (eskern-arzoù, empenn-pilhon, avu) ; deznaouet e vez ar brukelloz dre wadveizprouad Wright, prederiet dre ar bevastalerioù, erguret dre ar vaksinañ.

Bruton : maladie de ∼Bruton type hypogamma-globulinaemiakleñved Bruton ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved hêrezhel enkilek revereet o tizhout ar baotred hepken, naouus adalek ar mabanvezh dre boreadoù grevus hag adfeilhus ar forzhioù analañ ha koazhañ hag ar c'hroc'hen, e dianlen gwadisvec'h an immunoglobulinoù gwadveizel hag anvorc'h an antikorfoù, ezvezañs al limfokit B (plasmokit) dougerioù an immunoglobulinoù a-gennenn (endra vez reol niver bloc'hel al limfokit hag an hangae kellighanterat) (sl.  agammaglobulinémie).

Caffey-Smyth : maladie de ∼, syndrome de Roske-De Toni-Caffey, hyperostose corticale infantileCaffey-Smyth's diseasekleñved Caffey-Smyth, kaenustreuz askorn mabanel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez a orin dianav o tizhout ar vagadell etre e 3e hag e 4e miz, naouus dre devaennoù eus kaen an eskern (trebez, kostoù, gaved, helmo), koeñvadur laurus al lienstirennoù hag ar c'higennoù kefin, arouezioù tanijenn (terzhienn, elwenn, ustizh gouzediñ) ; pareañ a ra ent emdarzh dindan un nebeut mizioù.

caissons : maladie des ∼, maladie des plongeurs, paralysie des plongeurs, aérémie, aéro-embolisme, dysbarismecaisson disease, caisson sickness, decompression sicknesskleñved ar c'haelogoù, kleñved ar splujerion, seizi g. ar splujerion, gwadaezhad  g., aerenfroù g., anaez al lammwask ― Geriadur ar vezekniezh

Dindan an anvadoù-se e voder ar strafuilhoù diwar zinodiñ klogor aezhenn er gwad hag er gwiadoù da heul leiaat trumm an amwask, eleze pa dremener eus un amwask uhel d'an aerwask reol (donsplujerion) pe eus an aerwask reol d'un amwask izel (astraerion).

carpocyphose, carpus curvus, maladie de Madelung, subluxation spontanée de la mainMadelung's diseaserakwar g. an arzorn, kleñved Madelung, gouzisvellad emdarzh an dorn ― Geriadur ar vezekniezh

Kammneuziad hêrezhel treuzkaset ent aotozomek trec'hek, anezhi regresk parzh adreñv penn traoñ ar werzhid o tevoudañ rakplegad an arzorn ken e hañval hemañ bezañ disvellet.

Chagas : maladie de ∼, thyroïdite parasitaire, trypanosomiase américaine, fièvre barbeiroChagas' disease, American trypanosomiasis, schizotrypanosis, opilationkleñved Chagas, tripanozomiaz g. amerikan, skoedennfo g. arvevadel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved arvevadel broreuziat e Su- hag e Kreizamerika peurliesañ e-touez bugale ar poblañsoù ploue izel o barr bevañ, devoudet gant ur zooflagelleg gwadtrigat, an Tripanosoma cruzi, treuzkaset dre ziouladoù Reduviideged gwadezat eus ar genad Triatoma ; en e brantad lemm e naou ar c'hleñved dre anafoù kroc'hen ha glaourgenn (chagom) gant gouliñv an dremm hag ar malvennoù, c'hwarrennoù, strafuilhoù koazhadel, usvent ar skoedenn, an avu hag ar felc'h, un derzhienn direoliek ; marvus e vez alies ; lies furm henek ez eus, da azonoù dezho miksedem, tanijenn ar c'haher kalon hag ar pilhon, peluzoù, bredanaezioù.

champignonnistes : maladie des ∼mushroom-worker's lungkleñved ar foueerion ― Geriadur ar vezekniezh

Skeventad diwar zewentañ antigenoù bevel a orin struzhel a ve o tont eus aktinomiket termofil arvevat ouzh ar foue gounit.

Charcot-Marie : maladie de ∼Charcot-Marie-Tooth disease, peroneal muscular atrophykleñved Charcot-Marie ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek o teraouiñ er c'hrennoad, anezhañ dic'henezhadur pañsoù adreñv ha kelligoù kerniel araok ar mel alivenn, naouus en deroù dre isteñv ha seizi ar c'higennoù aspilhenn hag oc'h emastenn gorrek d'ar pevar ezel, kevret gant steuz an damougoù astirenn en tiriadoù diraezet.

cholémie familiale, maladie de Gilbertfamilial cholaemia, Gilbert's diseasegwadvestlegezh familhel, kleñved Gilbert ― Geriadur ar vezekniezh

Migennevid livegennoù ar vestl treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus ent vevoniel dre ur gwadusvec'h bulirubin, ent klinikel dre ur gouikter henek diwar un ezreolder e keveiladur ar bilirubin gant an drenkenn c'hlikuronek en diouer eus enzimoù avuel 'zo.

chorioméningite lymphocytaire, maladie d'Armstronglymphocytic choriomeningitistolgennpilhonfo g. limfokitel, kleñved Armstrong ― Geriadur ar vezekniezh

Pilhonfo lemm limfokitel, terzhiennek, gant amfuad ar rouedadoù tolgennek, kuñv peurliesañ, diwar ur viruz nervgerc'h eus ar genad Arenavirus.

cirrhose biliaire primitive, cirrhose ou maladie de Hanot-Mac Mahon, cirrhose biliaire xanthomateuse, ictère cholestatique chronique par cholangiolithe et péricholangioliteprimary biliary cirrhosis, xanthomatous cirrhosiskirroz bestlel kentael, kleñved Hanot-Mac Mahon, kirroz bestlel ksantomatus ― Geriadur ar vezekniezh

Naoued avu dibaot, o teraouiñ a-sil goude pemont vloaz gant ar merc'hed peurliesañ, da azon kentañ dezhañ un debron ha, da heul, un ikter henek doues pe douesoc'h, terzhienn, troazhvestlegezh ha livrezh reol an oulennoù, un avu tev ha kalet, ur felc'h usventek, ur gwadusvec'h bilirubin, kolesterol, lipid hollel ha fosfatazoù alkaliek ; e-kerz an dedro emdarzh, marvus bepred dindan 5 bloaz ent keitat, e tinod ksantomoù kroc'hen, misug, dirazekaat, uswask porzhel ; ar prederiadur nemetañ eo treuzplantadur an avu ; dianav eo an arbenn : kevarguziñ a reer ur wikefre unanhangaeel, un tizhad viruzel, un orin hilel.

coccidioïdomycose, maladie de Posada-Wernicke, fièvre du désertcoccidioidomycosis, bumps, coccidiosis, desert rheumatism, California disease, Posada-Wernicke's diseasekokidioidomikoz  g., kokidioz g., remm g. an dezerzh, terzhienn b. an dezerzh, kleñved Posada-Wernicke ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved stadet e traoñienn San Joaquin (Kalifornia), naouus peurliesañ dre ur resmiad terzhienn berrbad, heuliet a-wechoù gant ur prantad eilvedel heñvel a-walc'h ouzh an dorzhellegezh (anafoù er skevent, er pilhon, en eskern hag en arzoù), dedroad grevus a zarvez dezhañ bezañ marvus ; ur foue eo ar gwezher, Coccidioides immitis, o tont tre er bevedeg dre an analañ.

coeliaque : maladie ∼, maladie de Geec(o)eliac disease, gluten enteropathy, Gee's diseasekleñved torel, kleñved Gee ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez ar vagadell pe ar maban, naouus, ent klinikel dre un darc'hoal deraouet trumm, druzoul, gloen vuiek, stad hollek fall gant treutadur, amwad, kaheristant, tetaniezh, dilerc'hegezh kreskiñ, askornvlodad, ent neuziadurel, dre un isteñv eus ar bodennoù pervez ; a-frapadoù e vez an dedro ; didorroù a stader pa ezkaeler ar gluten eus magadur ar glañvourion ; ar pare a c'hell c'hoarvezout d'an oad a 7 pe 8 vloaz ; dianav eo arbenn ar c'hlañvadur evit c'hoazh, goulakaet e vez roll un orin hangaeel pe ur c'henttuadur hilel.

col vésical : maladie du ∼, maladie de Marionvesical prostatismkleñved gouzoug ar c'hwezhigell, kleñved Marion ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez o tizhout dreist holl ar vagadell pe ar maban, dibaotoc'h an oadourion, naouus dre un tenndroazh, un azdalc'h, an dezioulata ha betek an andalc'h dre c'hourberañ ; devoudet, er vugale, gant miarc'hwel kelc'hstrishaer ar c'hwezhigell pe gant kammneuziad lodenn adreñv ar c'han troazh ; en oadourion, gant strafuilhoù ar raksavenn (raksavennfo pe adenom).

collagène : maladie du ∼, collagénose, connectivitecollagen diseasekleñved ar c'hollagen, kollagenoz g., konnektivit g., kenglennaoued g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anvadoù rumm, sellet evel tidek gant aozerion 'zo, lakaet war ur bodad kleñvedoù a zo boutin etrezo tizhadur ar gwiad kenglenel, ent resis disleberadur ar gwiennoù kollagen : al lupuz eritematus lemm strewek, an dermatomiozit, ar skleroderma, an trodalmerennfo ozvennek, remm lemm an arzoù, al liesarzfo rumatoidel, ar purpura olpladanel tromboseiat, an enkalonennfo anvakteriek, h.a., kleñvedoù holl a renker hiziv e stern ar c'hleñvedoù unangeuziadel pe e stern kleñvedoù an hangaegemplezhioù.

Creutzfeld-Jakob : maladie de ∼, pseudosclérose spastique de JakobCreutzfeld-Jakob diseasekleñved Creutzfeld-Jakob ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez o tarvezout e-tro an oad a bemont vloaz, naouus ent klinikel dre gevreted un envedi, arouezioù ilpennel, un azoniad ampikernennek, strafuilhoù pikernennek ha kahergridoù trebadek, ent neuziadurel dre ur spongioz, distruj an neuron, ur glioz astrokitel er bluskenn, er rizennegoù hag en derc'hvel (elfennoù ret da ziogeliñ an deznaou) ; dedreiñ a ra d'ar marv dindan un nebeut mizvezhioù ; renket e vez en empennaouedoù goulemm spouevanek treuzkasadus ; ur prion eo ar gwezher kiriek dezhañ (sl.  prion).

Cushing : maladie de ∼, syndrome de ∼, hypercorticisme glycocortico(stéro)ïdeCushing's disease, Cushing's syndromekleñved Cushing, azoniad Cushing, kaenusvorc'hegezh b. c'hlikokortikoidel ― Geriadur ar vezekniezh

Klañvadur o tizhout ar vaouez yaouank dreist holl, naouus dre vorrder a 'n dremm, a 'r gouzoug (choug bual) hag a 'r c'hef, uswask talmerel, kaheristeñv gant asikted, osteoporoz, skorted c'hanadel, stirgennadoù mouk, gourblevegezh a 'n dremm, a-wechoù gwadusvec'h glukoz hag elruz, devoudet gant kaenusvorc'hañ ar glikokortikoid ; orin hemañ eo pe 1) ur reñver ACTH diwar un adenom a 'r rakgougorfenn pe un anaf a 'r gouzerc'hvel, kevret gant kaenuswe daoudu (en degouezh-mañ hepken e komz aozerion 'zo a gleñved Cushing), pe 2) ur yoc'henn guñv pe yud a 'r gaenuslounezhenn pe ur mezegadur hirbad gant ar c'hortikoidoù, hag en dro-mañ e ra an kez aozerion anv a azoniad Cushing ; dervaet e vez deznaou ar gaenusvorc'hegezh gant feur uhel ar c'hortizol en troazh, hag an orin gougorfennel anezhi gant usvec'h an ACTH.

cyclique : maladie ∼cyclic diseasekleñved kelc'htroek ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved o tedreiñ ent arreadek dre an un tennadoù kenheuilh.

Darier : maladie de ∼Darier's diseasekleñved Darier ― Geriadur ar vezekniezh

Kroc'henad hêrezhel, treuzkaset er mod trec'hek, naouus dre un dispuilhad krugennoù trouskennek kornvanek gell pe arlouet, o sezañ war an dremm, ar gouzoug hag ar brusk ; dispuilhad o padout pell amzer ; pa steuz, e lez war e lerc'h brizhennoù livegat.

dermatite atrophiante lipoïdique, maladie d'Oppenheim-UrbachOppenheim's diseasekroc'henfo isteñvus lipoidek, kleñved Oppenheim ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved kroc'hen dibaot o tizhout an diabeteion peurliesañ, naouus dre ar vezañs eus koc'hionadoù lipoidek e gweleadoù endan-vegennoù an derm, o tedreiñ gorrek trema ar pare.

dermatite herpétiforme, maladie de Duhring-BrocqDuhring's diseasekroc'henfo erorvanek, kleñved Duhring ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad kroc'henfo liesstumm laurus naouus dre vent vihan ar gloevennoù, heñvel ar re-mañ ouzh c'hwezigennoù an eror ; kevredet e vez alies gant angougemer ar gluten (sl.  maladie coeliaque, système HLA).

dermatite lichénoïde purpurique et pigmentée, maladie de Gougerot-Blumlichenoid purpuric and pigmented dermatitis of Gougerot and Blum, Gougerot-Blum diseasekroc'henfo likenoidel purpurek ha livegennek, kleñved Gougerot-Blum ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad korrwazhiedfo kroc'henel naouus dre un dispuilhad henek pikoù ruz likenoidel, balirek, gourc'hennus a-wechoù, loet a-gemparzh war an izili traoñ.

Derry : maladie de ∼, syndrome de ∼Derry's disease, Derry's syndromekleñved Derry, azoniad Derry ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad mabanel ar gangliozidoz dre GM1, treuzkaset er mod aotozomek enkilek, oc'h erzerc'hañ etre ar 6t hag an 20t miz, da azonoù dezhañ ankedre, loakrerezh, dilerc'hegezh vred, reuter ec'hempennded, marvus araok an oad a 10 vloaz.

Dupuytren : maladie de ∼, rétraction de l'aponévrose palmairepalmar fibromatosiskleñved Dupuytren, angrizañ lienstirenn ar palv ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez henek, dianav e arbenn, naouus dre devaat ha berraat lienstirenn ar palv, dre furmiñ enni nozelennoù stirek ha dre ar plegañ war gresk andireadus eus ar bizied, ar 4e hag ar 5t dreist holl.

Eaton : maladie d'∼, pneumonie à agglutinines froidesEaton's pneumoniakleñved Eaton, skeventfo g. aglutininoù yen ― Geriadur ar vezekniezh

Bronkezskeventad anrizhek kentael paotañ, deskrivet e 1942 er Stadoù Unanet hag arzodet da gentañ d'ur viruz, pa 'z eo kiriek dezhañ Mycoplasma pneumoniae ; e gwadveiz ar glañvourion ez eus un aglutinin yen o reiñ tro d'ar gwadveizprouad (sl.  bronchopneumopathie de type viral).

Ebstein : maladie d'∼Ebstein's anomalykleñved Ebstein ― Geriadur ar vezekniezh

Kammneuziad kalon hêrezhel dibaot, anezhi kempegad sac'helloù tilhennel hag adreñv an trapig tribroudek ouzh speur ar c'hofig dehou war an daoufarzh eus o hed, o tec'han iskas an amred skevent, trec'hwezh ha direizhoù korvez ; alies e vez kevret ur c'hehentad etrekentezoù dulaseiat ; hir pe hiroc'h e vez an dedro, troc'het a-wechoù gant ur marv trumm.

encéphalite épidémique d'Economo-Cruchet, encéphalite léthargique, encéphalomyélite diffuse, névraxite épidémiquelethargic encephalitis, Economo's disease, epidemic encephalitis, epidemic neuraxitis, nonakleñved von Economo, empennfo morgoñvus, empennfo darreuziat, empennmelfo strewek, nervahelfo darreuziat ― Geriadur ar vezekniezh

Pore deskrivet e 1917 ha steuziet e 1925, darreuziat pe skignek, o tizhout ar c'hrennempenn dreist holl hag oc'h emastenn a-wechoù d'ar mel ha d'an nervennoù trobarzhel ; ent klinikel e veze notet terzhienn, morvor, seizi nervennoù loc'hañ al lagad, laurioù berius ha kridoù, strafuilhoù bred ; etre 30 ha 40 % edo feur ar varvusted ; pa baree, e tisoc'he gwechoù 'zo goude un didorr hir pe hiroc'h gant kleñved Parkinson ; gwezher ar c'hleñved oa ur viruz nervgerc'h nes da viruz an eror.

Fahr : maladie de ∼Fahr's diseasekleñved Fahr ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez naouus ent neuziadurel dre goc'hionadoù halioù kalkiom daoudu ebarzh gronnoù louet a-greiz an empenn ha gronnoù dentek an ilpenn, hewel war skinlunioù an empenn ; ent klinikel dre erzerc'hadoù nervel (droukfell, tizhadur ar forzhioù pikernennek, azoniad parkinsonek, azoniad ilpennel), darallad an neuzid, a-wechoù arouezioù skorted arskoedennel ; marvus eo dindan un nebeut bloavezhioù goude un dedro argreskus ; dianav eo an arbennoù.

Fanconi : anémie ou maladie de ∼Fanconi's disease, congenital aplastic anaemiaamwad pe kleñved Fanconi, amwad angweel ganedigel ― Geriadur ar vezekniezh

Amwad angweel helivel familhel, treuzkaset er mod enkilek aotozomek, gant un olgwenn muiek, un olgranulokit dreist holl, hag un olpladanoù, e dianlen angwe ganedigel ar mel eskern ; oc'h erzerc'hañ e-tro an oad a 6 vloaz kevret gant direizhoù liesseurt : livegad kroc'hen, dilerc'h kreskiñ, angwe eskern an dorn (meud berr pe ezvezant), a-wechoù kammneuziadoù kalon, lounezh pe lagad, kaezouregezh dilerc'hek ; darvezout a ra ar marv a-raok an oad a 20 vloaz dre boread, gwadliñv pe leukemiezh lemm.

Farber : maladie de ∼, lipogranulomatose disséminéeFarber's diseasekleñved Farber, lipogranulomatoz g. strewek ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved hêrezhel dibaot diwar ur strafuilh e kennevid ar c'helligoù mezenkimatus, naouus ent neuziadurel dre anafoù granulomatus war ar c'harloc'henn, an trapig mintrek, al levrgennoù, ar stagelloù, ar stirennoù, an derm hag ar reizhiad nervel ; ent klinikel ez erzerc'h ar c'hleñved gant ar magadelled dre ur mouezhvibar, ur stridor, direizhoù koazhadel, gouliñv an eizhaennoù, ozvennoù kroc'hen, un dilerc'h bredloc'hadel hag ar marv war verr dermen.

Ferguson Smith : maladie de ∼Ferguson Smith's epitheliomakleñved Ferguson Smith ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved herêzhel treuzkaset er mod trec'hek aotozomek, naouus dre anafoù kroc'hen o tarvezout gant an oadour yaouank, war ar parzhioù dizolo, liesstumm, heñvel pe ouzh krugennoù an akne da greiz dezho ur stev keratozek arzu, pe ouzh un epiteliom gourc'henngelligel pe diazkelligel, pe ouzh ur c'heratoakantom, elfennoù holl o steuziañ diouto o unan e-tro ar pemontvet bloavezh.

fièvre hémorragique d'Extrême-Orient, fièvre russo-asiatiqueFar Eastern haemorrhagic fever, Nikodo diseaseterzhienn wadliñvus ar Reter pellañ, kleñved Nikodo ― Geriadur ar vezekniezh

Viroz trezouget gant tarlask, erzerc'h ent klinikel dre un azoniad gwadliñvel hag empennfoel.