Danvezenn dilaosket gant gwiadoù 'zo (dibennoù nervel, gwagrennoù) hag o vont da werediñ war wiadoù all ; en nerveg, e treuzkasont ar broud (ar stlenn) e par ar sinapsoù eus un neuronenn d'unan all pe d'un organ ; anezho seurtadoù niverus, en o zouez an aketilkolin, an noradrenalin, an dopamin, ar serotonin, an histamin, an drenkenn γ-aminobutirek (GABA), h.a. ; pep hini anezho o werediñ war ur buzer (Gl. récepteur) spesadel d'ur gwered bevoniel dibarek (sl. acétylcholine, adrénaline, catécholamines, dopamine, histamine, sérotonine, La-18 38-39).
Skourr eus al liaoniezh (sl. pharmacologie) o studiañ ar c'hediadoù kimiek danvezet da oberiañ liaoù.
Gwered drammoù 'zo diounezet ar peurliesañ hep gouzout d'ar reuzied, o tec'han ur c'houzañvadezh da-geñver darwantadoù revel hag un ankoun o kempleshaat an enklask lezennvezegel. Niverus eo an aozadoù arveret : benzodiazepinoù, tetrahidrokannabinol, opiomakeged, GHB (γ-hidroksibutirat natriom) hag ar c'hevelerioù anezhañ, h.a.-hidroksibutirat natriom) hag ar c'hevelerioù anezhañ, h.a.