Preder
conversion de machineprocessor conversionamdreiñ ijinenn, amdreiñ kewerier ― Geriadur ar stlenneg

Tremen eus un ijinenn, ur rizh ijinenn d'unan all.

frontalfront end processorkewerier g. ―où tal ― Geriadur ar stlenneg

Avead loet etre ur riñverez ha desezadoù termenel pe ur rouedad, war-benn disammañ ar riñverez eus ardoerezh ar c'homenadoù eskemm roadennoù diseurt hag ivez eus poelladoù 'zo o tougen war ar roadennoù o-unan.

processeurprocessorkewerier g. ―où ― Geriadur ar stlenneg
  1. Trevnad periantel oc'h amparañ un ijinenn ma vez erounezet keweriadoù. Amparañ a ra unvez kreiz un urzhiataer pe ur riñverez, anezhi organoù arc'hañ ha riñvañ niveroniel ha mezoniel. Evit kefluniadoù bras 'zo, e vez ouzhpenn lies bloc'h memor hag organoù enankañ/ec'hankañ.

  2. Trevnad meziantel o kefleuniañ arc'hwelioù treuzodiñ, kempunañ, dewezhiañ areg koulz ha poelladoù keweriañ areg (anv a reer neuze a gewerier COBOL pe FORTRAN).

processeurkewerier g. -ioù ― Geriadur ar fizik
processeur (d')entrée/sortieinput/output processor, I/O processorkewerier enankañ/ec'hankañ ― Geriadur ar stlenneg

Unvez ardeiñ an enankañ/ec'hankañ en ur reizhiad stlennegel en araez da labourat a-ser gant ar c'hewerier kreiz.

processeur (Inform.)kewerier ― Gerva an brederouriezh
processeur esclaveslave processorkewerier yev ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [processeur maître]

processeur frontalfront end processorkewerier tal, urzhiataer tal ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [frontal]

processeur graphiquedisplay processorkewerier kevregañ, kewerier gwereañ ― Geriadur ar stlenneg

En un hewel, trevnad o talvout da erounit an arc'hadoù endalc'het er restr wereañ war-benn danzen ur c'hevreg pe ur skeudenn war ar skramm. Anezhañ ur riñverez arbennik, ez eo ar c'hewerier kevregañ al lodenn naouek eus an termenelloù kevregañ. An araez eo da getalañ ar riñverez kevredet hag ar skramm gwereañ.

processeur maîtremaster processorkewerier lev ― Geriadur ar stlenneg

En ur reizhiad lieskewerier, kewerier karget da ardeiñ ar reizhiad korvoiñ ha da zasparzhañ ar poelladoù etre ar c'hewerieroù all, anvet kewerieroù yev .

processeur matriciel, processeur vectorielarray processorkewerier ogedel, kewerier sturiadel ― Geriadur ar stlenneg

Kewerier niveroniel gourc'hefleunius o talvout da geweriañ an treolioù sturiadel arveret en darn vuiañ eus an delvanoù jedoniel.

unité centrale, processeur centralcentral processing unitunvez kreiz, unvez keweriañ kreiz, kewerier g. ―où kreiz ― Geriadur ar stlenneg

Lodenn bennañ en un urzhiataer, ma vez keweriet ar stlennadoù er bennvemor. C'hoarvezout a ra peurliesañ eus treug ar roadennoù, anezhañ an unvez ditouriñ, an unvezioù niveroniel ha mezoniel hag an unvez reoliñ (kemaler).

unité d'échangeinput/output processorunvez eskemm, kewerier g. ―où enankañ/ec'hankañ ― Geriadur ar stlenneg

Lodenn eus un urzhiataer oc'h ardeiñ an enankañ/ec'hankañ, eleze an eskemmoù stlenn gant an diavaez.