Dinoiñ ha kadaviñ un arhent span en ul live lavaret (dieubet e vez dre se live ar span hag argridet e c'hell bezañ adarre).
Nep avead keweriañ roadennoù gougediet ouzh ur rouedad treuzkas stlenn.
Kalvezder ar c'heweriañ dre renkañ an elfennoù stlenn e rezh ur wezenn.
Bodad kalvezderioù amkanet da wellaat deveizadur ar skeudennoù niverelaet : assav skeudennoù disleberet, gwellaat doareoù 'zo evel an dargemm, koazhañ ar vorenn, splannaat an elfennoù spesadel (amc'hwiliañ ar ribloù pe al lijorennoù liv, riñvañ ar gorreadoù, eriñvañ, h.a.), rummata.
Hollad ar gwezhiadurioù renet war ar stlenn evit gwiskañ dezhañ ur furm arveradus war-eeun : meizadus, kendodek, treuzkasadus, kevregat, h.a.
Er pleustr, ez eo anv all ar stlennegañ, keweriañ emgefreek ar stlenn.
Bodad kalvezderioù stlennegel o talvout da euvriñ, kadaviñ, reizhañ, bremanaat, furmaozañ ha skignañ un destenn.
Mod keweriañ ar stlenn ma vez engwerc'het ar roadennoù, bep ma tegouezhont gant ar paker, hervez kellusk an tarzh diavaez o ec'hod ha ma vezont keweriet en ur padvezh azas diouzh an disoc'hoù gortozet.
Keweriañ o kevazlammat war an elfennoù angorzhet an holl zaskemmadoù ha hizivadoù devoudet gant e erounezadur.
Arverañ un urzhiataer oc'h endodiñ labourioù lerc'h ouzh lerc'h. Roll ar gourseller eo dibab a-douez al labourioù war erounit an hini o tereout ar gwellañ dre ober stad eus an esaou ret er vemor, pad rakjedet an erounit, ar rizh trobarzhell rekizet, an devetegezh ardaolet.
Keweriañ dre lodoù ma vez graet an endodiñ labourioù diwar-bouez un dermenell bonner.
Kalvezder keweriañ ma vez keweriet diaser lies elfenn stlenn.
Kalvezder da ziren kemplezhded ar c'hudennoù, arveret da sevel treolioù. Ar bennaenn eo keweriañ ur stell elfennoù stlenn hevelep ma c'haller despizañ an elfenn gentañ, an tremen eus un elfenn d'an hini da heul hag an elfenn diwezhañ.
Lodenn bennañ en un urzhiataer, ma vez keweriet ar stlennadoù er bennvemor. C'hoarvezout a ra peurliesañ eus treug ar roadennoù, anezhañ an unvez ditouriñ, an unvezioù niveroniel ha mezoniel hag an unvez reoliñ (kemaler).