Erouezadur o c'hoarvezout a linennoù hag a bikennoù nemetken. Kenstrollañ a c'haller al linennoù da furmiñ arouezennoù elfennel.
Derc'hennañ ar roadennoù hag an disoc'hoù diwar-bouez kevregoù (grafoù, skeudennoù) bennozh da drevnadoù enankañ/ec'hankañ arbennik.
Sl. [infographie]
Areg o talvout da lakaat tro e hewelioù ha treselloù.
En un hewel, trevnad o talvout da erounit an arc'hadoù endalc'het er restr wereañ war-benn danzen ur c'hevreg pe ur skeudenn war ar skramm. Anezhañ ur riñverez arbennik, ez eo ar c'hewerier kevregañ al lodenn naouek eus an termenelloù kevregañ. An araez eo da getalañ ar riñverez kevredet hag ar skramm gwereañ.
Hollad an araezioù periantel ha meziantel engwezhiet da aozañ derc'hennadoù kevregat eus ar stlenn.
Penel gwereañ kevregoù aveet gant trevnadoù (klavier, luc'hfonn, h.a.) o kevaraezañ an arveriad da ren un emziviz gwirion gant an urzhiataer diazalc'h dre jubenn ar skeudenn wereet.
Hevelep keweriañ emzivizel a ra embreger pevar arc'hwel diazez :
~ al lañser, araez d'an oberataer da zibab ur gwezh a-douez ur roll arc'hadoù gwereet war ar skramm ;
~ an ebarzhiñ gwerzhioù lizhersifrennel, araez da zeverkañ ur werzhad da un pe lies arventenn ;
~ an hennadiñ un pe lies parzh en ur skeudenn, araez da venegiñ an elfenn a vo arloet outi ur c'heweriad lavaret ;
~ ar gorren un elfenn skeudenn, araez da sevel un derc'hennad en erdu ar riñverez.
Hewel o talvout da wereañ lunioù mentoniel divvent pe deirment. Emañ perzhded ar skeudenn e dalc'h kalvezoni ar skramm. Aveet e vez an darn vuiañ eus ar penelioù kevregañ gant korzennoù skinoù katodek. Savet e vez ar skeudenn pik ha pik pe diwar-bouez sturiadelloù danzeet ent kemblac'hel pe ent niverel. Bez' e c'hell bezañ unliv gant lies live sked pe liesliv.