Preder
circuit intégréintegrated circuitamred kevanek ― Geriadur ar stlenneg

Amred elektronek dastumet en ur glozenn, ouzh e ober parzhioù (oberiat pe c'houzañvat) ret da gefleuniañ un arc'hwel. Oberiet e vez an amred elektronek-se diwar un aozenn unel, ur badellig silikiom da skouer, danzeet diwar-bouez lies pleuskadur lerc'h ouzh lerc'h e doare da enderc'hel elfennoù un amred klok. An amred kevanek a lavarer unvloc'h pa vez erdennet eus ar badellig diazez an holl elfennoù ret da gefleuniañ an arc'hwel, hep degasadenn diavaez. Anez da se, en en lavarer hiron.

Abaoe 1960, amzer ma voe ijinet an amredoù kevanek, n'eo ket paouezet a arwellaat dre ur periad 4 bep 3 bloaz o naouusterioù pennañ : feur kevanegezh, tizh trec'haoliñ, distrewiñ gwrez. Ar familhoù bras mezaozennoù zo (bet) :

~ ar familh DTL (diode transistor logic ◊ mezoni diod transistor) ;

~ ar familh RTL (resistor transistor logic ◊ mezoni harzell transistor) ;

~ ar familh TTL pe T2 L (mezoni transistor transistor) ;

~ ar familh ECL (emitter coupled logic ◊ mezoni ec'hoder koublet) ;

~ ar familh IIL pe I2 L (integrated injection logic ◊ mezoni ensaezhañ kevanek) ;

~ ar familh HNIL (high noise immunity logic ◊ mezoni trouzhangae uhel), mezoni daouvlein ganti hangae uhel ouzh an trouz ;

~ ar familh MOS (metal oxide semiconductor ◊ ledreell oksidenn vetal), mezoni unvlein uhelgevanegezh ganti ;

~ ar familh SOS (silicon on sapphire ◊ silikiom war safir), kalvezouriezh o tanveziñ da zindanad un disfuer, ar safir, dezhañ ul luniadezh strink nes da hini ar silikiom. Hevelep rizh amred zo gantañ ur beveziñ bihan, un hangae mat ouzh an trouz hag ouzh ar skinadoù ionaus ;

~ ar familhoù diazezet war galvezouriezh an arsenidenn c'halliom (AsGa), anezho familhoù mezonioù bepred war ziorren, a c'heder ma tiskennfe ganto an amzer drec'haoliñ dindan an nanoeilenn.

circuit intégré à application spécifiqueapplication specific integrated circuit, ASICamred kevanek arloañ spesadel ― Geriadur ar stlenneg

Rizh amredoù kevanek ragamledet ha raknaouusteret aozet diwar c'houlenn evit un amgant arloañ lavaret. Oberierezh hevelep amredoù a denn korvo bras eus an ostilhoù ergrafañ ameilet evel ar c'hempunerioù silikiom.

gestion intégréecentralized managementardoerezh kevanek, ardoerezh kreizennet ― Geriadur ar stlenneg
  1. Rizh ardoerezh ma ra an holl araezioù keweriañ gant ur stroll hepken a restroù, frammet alies e rezh ur stlennvon.

  2. Hentenn ardeiñ o lakaat e kerz holl wazadurioù un embregerezh loazioù an urzhiataer a zo en e biaou, ha pa ve hemañ amkanet etrezek poelladoù a rizh gouiziel pe c'hreantel.

intégrantkevanek (ouzh) ― Geriadur an armerzh
  • partie intégrante dans un système parzh kevanek en ur reizhiad ; gougevanenn b. eus
  • être (faire) partie intégrante de bezañ parzhiat e.
intégrékevanek (ouzh) ; gougevanet (ouzh) ― Geriadur an armerzh
  • peu intégré à amgevanek (ouzh)
  • circuit intégré amred kevanek.
logiciel intégréintegrated softwaremeziant kevanek ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad meziantoù o talvout da ren meur a arload diwar roadennoù kadavet war ur skor alvezel unel.

partie intégranteparzh g. kevanek ― Gervaoù skiant
réseau numérique à intégration de service, R.N.I.S.Integrated Services Digital Network, ISDNrouedad niverel gwazadurioù kevanek ― Geriadur ar stlenneg

Rouedad gwerzh ouzhpennet oc'h ober gant kalvezderioù niverel da dreuzkas stlennadoù.

traitement intégréintegrated processingkeweriañ kevanek ― Geriadur ar stlenneg

Keweriañ o kevazlammat war an elfennoù angorzhet an holl zaskemmadoù ha hizivadoù devoudet gant e erounezadur.