Nazonedigezh ar mizioù gant ur plac'h yaouank degouezhet en oad ar gaezouregezh.
“Gounid diwar ar c’hleñved” a reer eus kement boziad a denn ar c’hlañvour eus e gleñved. Diwar he fenn-kentañ ez eo liammet arlakadenn freudek an neuroz ouzh ar mennoz e teraou hag e pad ar c’hleñved dre berzh ma tegas boz d’ar c’hlañvour. Kempleg eo argerzh an neuroz da bennaenn ar bliz, luskañ a ra da ziraez gounid armerzhel, da goazhañ an tennder. A-wel e teu ar gounid-se e stumm an herzel ouzh ar gur, o skoilhañ ar c’hoant emouez da bareañ.
Stag eo ar gounid kentael ouzh devouderezh end-eeun an neuroz : boz kavet en azon, tec’h er c’hleñved, kemm an darempredoù gant an nesidi.
En eneb, ar gounid eilvedel zo doareet evel-henn :
— degouezhout a ra goude taol, evel dreistgounid diwar ur c’hleñved deraouet endeo, evel adimplij ur c’hleñved ;
— diavaeziek eo e-keñver devouderezh-derou ar c’hleñved ha ster e azonoù ;
— c’hoarvezout a ra a voziadoù narkisek pe stag ouzh an emgemmirout kentoc’h eget a voziadoù libidinel war-eeun.
Tanijenn ha fibroz ar forzhioù bestl o tizhout ar gourev goude 30 vloaz, o tevoudañ tamm ha tamm an anvoll anezho hag ar bestlanred ; dianav e arbenn, alies e c'hoarvez kevret gant ur c'holonfo angreizhek, kleñved Crohn pe ur c'holangiokarkinom.
Anaezad hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, naouus dre anniñv ar blevanoù kreniat epitelel, o tevoudañ adalek an oad kentañ frifoioù arreat, da rouestladoù dezho godfoioù, bronkezfoioù, usvoll bronkez ; difiñv ha gaonac'h e vez ar spergelligoù ; ur wech diwar div e stader ur situs inversus.
Naoued avu dibaot, o teraouiñ a-sil goude pemont vloaz gant ar merc'hed peurliesañ, da azon kentañ dezhañ un debron ha, da heul, un ikter henek doues pe douesoc'h, terzhienn, troazhvestlegezh ha livrezh reol an oulennoù, un avu tev ha kalet, ur felc'h usventek, ur gwadusvec'h bilirubin, kolesterol, lipid hollel ha fosfatazoù alkaliek ; e-kerz an dedro emdarzh, marvus bepred dindan 5 bloaz ent keitat, e tinod ksantomoù kroc'hen, misug, dirazekaat, uswask porzhel ; ar prederiadur nemetañ eo treuzplantadur an avu ; dianav eo an arbenn : kevarguziñ a reer ur wikefre unanhangaeel, un tizhad viruzel, un orin hilel.
Dazad pladanoù furmet da geñver ar gwadkaeañ kentael, o skoilhañ ouzh ar gwadliñvañ diwar ur freg gwazhiedel bihan.
Anvad a lakaer war an empennfoioù dibar diwar ur viruz hennadet : viruz ar gonnar, enteroviruz (viruz kleñved Heine-Medin, viruz Coxsackie, ECHO), arboviruz (stroll A renket er genad Alphavirus, stroll B renket er genad Flavivirus) (sl. arbovirose, echovirus, encéphalite virale).
Mod kezivik a amparidigezh ar gouzrec’h diwar batrom an amgen na ampleg ket un darempred ouzh ergerc’henn rakvezant. E kendave strizh emañ an hevelebiñ kentael gant an darempred lavaret a c’hougorfañ genaouel.
An hevelebadur kentael a eneber ouzh an hevelebadurioù eilvedel a zeuy war-c’horre da c’houde, n’eo ket hepken dre ma c’hoarvez en o raok, met dreist-holl dre ma n’eus darempred ebet ouzh ergerc’henn araozañ. Bez’ e ve “ar furm andoniekañ eus al liamm kantaezel ouzh un ergerc’henn”. “Er penn kentañ, er bazenn c’henaouel gezivik, annodiñ en ergerc’henn ha hevelebiñ n’emaint ket moarvat da zigemmañ.” Deskrivet eo bet seurt liamm eus ar bugel ouzh ur person all evel darempred kentañ ouzh ar vamm, a-raok ma ve stabilaet an diforc’hekadur etre ego hag alter ego.
Anaez dic'henezhadel hêrezhel o teraouiñ peurliesañ en oad kentañ, naouus ent klinikel dre wanidigezh argammedek hag isteñv anat pe get strolloù kigennoù loet a-gemparzh, ar re gentañ tizhet o vezañ kigennoù gwrizienn an izili, ent neuziadurel dre anafoù kantet er gwiad kaher hep darallad naouadus en nerveg kreiz pe drobarzh ; deskrivet ez eus bet lies furm hervez lec'h deroù an isteñv : rizh gaouusteñvel Duchesne (Gl. type pseudohyper-trophique de Duchesne, an hini paotañ ha grevusañ (sl. paralysie ou myopathie pseudohypertrophique), ar rizh Leyden-Moebius (sl. Leyden-Moebius : myopathie de ∼ ), rizh fas-skoaz-brec'h Landouzy-Déjerine, rizh yaouerel Erb, rizh Gowers pe miopatiezh an eizhaennoù (Gl. myopathie distale), h.a..
NOTENN : Lezet 'm eus an anvad miopatiezh war ar c'hahernaoued kentael argammedek en askont da dalvoud istorel an termen roet d'ar furm gentañ dizoloet eus ar c'hleñved.
An narkisegezh kentael a verk ur stad kentrat ma annod ar bugel e libido a-bezh ennañ e-unan. An narkisegezh eilvedel zo disoc’h un eiltroadur ouzh ar me eus al libido, didennet eus he annodadoù ergerc’hennel.
Evit Freud, an narkisegezh eilvedel ne verk ket hepken stadoù pellvanek ’zo eus an argizadur ; ul luniadur padel eus ar gouzrec’h ez eo ivez : a) ent armerzhel, an annodiñ en ergerc’henn ne freuz ket an annodiñ er me, etrezo ez eus ur ventel c’hremm ; b) ent lunegorel, eorizh ar me zo ur furmadur narkisek na vez nepred dilezet.
An narkisegezh kentael zo an hini gentañ en amzer, ar bugel oc’h en em gemerout e-unan da ergerc’henn d’e garantez a-raok debarzh ergerc’hennoù amgen. Seurt stad a glot gant kredenn ar bugel en hollc’halloud e zezevoù. Mar klasker gouzout pegoulz e vez amparet ar stad-se avat, e kaver gant Freud respontoù disheñvel ; e 1910-1915, e lak prantad an narkisegezh kentael da zegouezhout etre hini an aotoerotegezh kezivik ha hini ar garantez ergerc’henn, a-gempred gant unanidigezh kentañ ar me. Diwezhatoc’h, p’edo o savelañ an eil lunegor, e rae d’an narkisegezh kentael, stad kentañ ar vuhez, c’hoarvezout abretoc’h eget amparadur ar me, hag e roe da gentpatrom dezhi ar vuhez enkrozhat, — o paouez neuze a ziforc’hiñ narkisegezh hag aotoerotegezh. Ken ma talc’her hiziv da intent an narkisegezh kentael evel ur stad anergerc’hennek rik, ac’hoel andiforc’hek, hep disrann etre ur gouzrec’h hag ur bed. Div arbennadenn a c’haller ober evelkent da seurt meizadur :
— diaes eo komz a narkisegezh pa vank pezh a ra Narkissos end-eeun, eleze an ergerc’henn ez eo an drec’h, ar skeudenn-velezour ;
— aozourion ’zo a arlaka ez eus gant ar vagadell darempredoù ouzh ergerc’henn, ur “garantez ergerc’henn kentael” (Balint). Evit Melanie Klein, ne c’haller ket komz a “bazenn” narkisek, hogen a “stadoù” narkisek e kement ma tistro al libido etrezek an ergerc’hennoù diabarzhet.
Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus ent neuziadurel dre un nervennfo entremezel a 'n nervennoù trobarzh gant usteñv feur Schwann ha darallad ar mielin ; ent klinikel dre ur seizi gant ur c'haheristeñv o tizhout an eizhaennoù, kahergrehadoù, distummadur an treid (treid kleuz), treuzrakwar, steuz an damougoù, iseraez, usvent an nervennoù trobarzh ha gorrekaat an nervren enno ; deraouiñ a ra an anaez er vugeliezh, dre an izili traoñ, ha dedreiñ gorrek kenan ; div furm anezhañ a ziforc'her, deanvet rizh Dejerine-Sottas ha rizh Pierre Marie ; deskrivet ez eus bet ivez furmoù gant treuzkas aotozomek enkilek, dibaot, kentratoc'h o deroù, herrekoc'h ha rustoc'h o dedro.
Er gleñvedouriezh, termen arveret evit doareañ an arbennoù, an azonoù, an anafoù a anad ar re gentañ e-keñver reoù all a lavarer neuze eilvedel, tredeel, h.a.
1 A-zivout un anaf, un anadenn oc'h erzerc'hañ da gentañ hag a zo en orin reoù all o tont da heul (sl. primaire). 2 A-zivout un anaez n'eur ket deuet a-benn c'hoazh da zizoleiñ an natur pe an arbenn anezhañ (sl. idiopathique, essentiel). 3 Er stad rizhellel, a-zivout un organ, ur parzh eus un organ, kelligoù….
An daou vod arc’hwelerezh eus ar benvegad bred evel ma’z int bet deskrivet gant Freud. Kemm a lakaer etrezo diouzh ar savboentoù :
— lunegorel, dre verkañ ez eo an argerzh kentael un doare eus ar reizhiad diemouez, an argerzh eilvedel un doare eus ar reizhiad ragemouez-emouez ;
— armerzhel-dialuskel, dre lakaat a-wel mod amredek ar gremm bred gant an eil hag egile : e par an argerzh kentael, e tiver frank ar gremm bred, o vont dishual eus un derc’had d’unan all hervez gwikefreoù an treuzlec’hiañ hag an dazbec’hiañ, o tennañ da adkevannodiñ klok an derc’hadoù stag ouzh ar buhezadoù boziañ amparus d’ar c’hoant (trezerc’hañ kezivik) ; e par an argerzh eilvedel ez eo da gentañ ereet ar gremm, a-raok diverañ dindan reolerezh, — kevannodet e vez stabiloc’h an derc’hadoù, ampellet ar gwalc’hadur, o reiñ tro da arnodiñ hentoù diseurt.
Daveiñ a ra ar gevenebiezh etre argerzh kentael hag argerzh eilvedel d’ar gevenebiezh etre pennaenn ar bliz ha pennaenn an dra.
Ken abred ha 1895 e tezrevellas Freud an diforc’h etre an daou argerzh. O studiañ an hunvreoù ha furmadur an azonoù e tizoloas ur mod arc’hwelerezh bred dezhañ e wikefreoù, e savelennoù disheñvel-bras diouzh argerzhioù an dezevout deskrivet gant ar vredoniezh kozh. Houmañ ne wele ster ebet en hunvreoù, e prepozioù an diskianted ; Freud a ziskouez er c’hontrol ar ster o deus dre an eul a zo enno, an eul-se o treuzlec’hiañ, o tazbec’hiañ, h.a., frank ha dishual. Patrom an hunvre ivez a roas tro da Freud da arlakaat e tenn an argerzh diemouez da savelañ, dre an hentoù berrañ, un hevelepted-verzout, eleze da azdedaoliñ dre an trezerc’hañ an derc’hadoù gwisket dezho un talvoud brientek gant ar buhezad boziañ kezivik.
E keveneb, e teskriv Freud evel argerzhioù eilvedel an arc’hwelioù arouezet gant ar vredoniezh klasel evel dezevout amhun, evezh, barnerezh, poellata, ober reolet. En argerzh eilvedel ez eo an hevelepted-dezevout a vez klasket.
Anaez o naouiñ ent klinikel dre un divigad loc'hadel pikernennek o tarvezout goude 50 vloaz, o teraouiñ en izili traoñ, o tedreiñ ent argammedek hag ent neuziadurel dre un tizhad digen eus an neuron loc'hañ kreiz. Tud 'zo a sell outañ evel ur seurtad skleroz kostezel kaheristeñvus.
Arouelioù diazez o klotañ gant live kentañ ar reizhiad yec'hed riezel. Soliañ a reont war an ergurañ ha perzhiadur strollennel ar poblañsoù, oc'h engwezhiañ atav kudenn ar c'houst.
Anaez naouus dre neridigezh gwiad limfoidel ar felc'h : furm a limfadenomatoz anleukemek.
Krafaelañ ur gouli e-pad an eurvezhioù kentañ.
Desezañ a reer an neudennoù goude bezañ naetaet ur gouli ha mar dedro en un doare bastus e vo stardet an neudennoù war-dro ar 5t deiz.