Preder
conflitkenniñv g. ― Gervaoù skiant
conflitkenstourm g. ; stourm g. ; emstourm g. ; kenniñv g. -où ― Geriadur an armerzh
  • conflits du travail kenniñvoù al labour
  • entrer en conflit avec mont e kenniñv gant
  • résoudre les conflits diskoulmañ ar c'henniñvoù
  • trancher un conflit gourskarat ur c'henniñv.
conflitkenniñv ― Gerva an brederouriezh
Conflit psychique.psychischer Konflikt.psychical conflict.kenniñv bred. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Er bredelfennerezh e komzer eus kenniñv pa vez kenstourm etre darvennoù diabarzh kontrol. Hervez an dro ez eo diskelat ar c’henniñv (pa c’hoarvez da skouer etre ur c’hoant hag un erverkad divezel, etre daou drivliad dislavarus) pe enkelat, o tont neuze a-wechoù war wel, distummet, e-barzh ar c’henniñv diskelat hag o reiñ tro da ziflukadur an azonoù, da strafuilh ar realezh hag an neuzid, h.a. Hervez an elfennoù e kenstourm, e komzer eus kenniñv etre eriunañ ha difenn, kenniñv etre an ensavioù pe ar reizhiadoù diseurt, kenniñv etre al luzadoù, kenniñv edipel erfin m’en em gav enebet n’eo ket hepken an eriunoù kenetrezo hogen an eriunoù ouzh ar berzad.