Alkaloz diwar muiadur kevret ar feur bikarbonatoù ha pH ar plasma dre ezvevennañ an trenkennoù (c'hweladoù) pe euvriñ reñverek bikarbonatoù.
Anvad rumm ar c'hleñvedoù a-geñver gant un dizurzh er c'hennevid, hêrezhel pe arzeuat, dianlen da ezvezañs un enzim en ur widenn enaozañ, d'un ezreolder enborc'hadel pe d'un digempouez mezhurel ; o strafuilhañ keventelioù ar glukid (diabet, glikogenoz, gwadc'halaktozegezh), an nukleotidoù (urloù), ar protid (amindrenkennanaezioù) pe an arwastadezioù trenkenn-bazenn, ionel, fosfor-kalkiom, vitaminel (sl. équilibre).
Azoniad o tizhout ar merc'hed goude ar paouez mizioù, naouus dre gevreted hiperostoz diabarzh an tal, gourevegezh ha behinegezh, war un dro alies gant direizhoù empennel ha gougorfennel (goursec'hed, mihun, asikted, diabet, strafuilhoù gweledel).
Nervennaoued trobarzh diwar strafuilhad an dazgweredoù bevgimiek ampleget gant arwastadez ar bevedeg ; ar re liesañ eo an n. diabetien ha n. ar skorted lounezh henek ; dibaotoc'h eo n. an disglobulinemiezh, kleñvedoù Refsum ha Fabry, ar borfiriezh hag an amiloz (sl. amyloïdose, dysglobulinémie, équilibre 3 , insuffisance rénale chronique, neuropathie amyloïde, neuropathie diabétique, neuropathie périphérique, porphyrie, Refsum : maladie de ∼ ).