Periad dewerzhañ an diaes treiñ ur gudenn e treolioù. Muzuliet e vez peurliesañ dre vrasted hag empradoù ar graf o terc'hennañ ar gudenn.
Skourr eus ar c'houlevadouriezh (damkaniezh ar gouleviñ) - ar skourroù all o vezañ an aregouriezh, ar steradurezh, an dreolouriezh. Ar gemplezhouriezh zo studi efedusted an araezadoù riñvañ. Amkan he imbourc'h eo savelañ an treol o reiñ tro d'an nebeutañ jedadurioù ret da dizhout an disoc'h ha gwellekaat an amzer erounit anezhañ.