Preder
amniotique : brides ∼s, maladie ∼, complexe ADAMADAM complexnaskoù l. (g.) amnionel, kleñved g. amnionel, kemplezh b. ADAM ― Geriadur ar vezekniezh

Naskoù stirek etre daou boent eus speur an amnion pe etre an amnion hag ar grouell ; e devoud an ambidoù ganedigel e vent.

Caïn : complexe de ∼, complexe d'intrusionCain's complexkemplezh b. Kain, kemplezh an emgoradur ― Geriadur ar vezekniezh

Emzalc'h galen ur bugel ouzh e vreudeur ha c'hoarezed kantaezet evel emgorerion pa rank rannañ ganto preder ha karantez e gerent.

castration : complexe de ∼castration complexkemplezh b. ar spazhadur ― Geriadur ar vezekniezh

Er Bredelfennerezh, kemplezh kreizet war eriunell ar spazhadur ; gant bredelfennerion 'zo eo bet astennet keal ar spazhañ betek ober anezhañ un heñvelster d'an dioueriñ ; e se e ra aozerion 'zo gant geriennoù evel spazhadur genaouel (Gl.  castration orale).

complexekemplezh g. & aa. ― Gervaoù skiant
complexekemplezh aa. & b. -ioù ― Geriadur ar gimiezh
  • complexes métalliques kemplezhioù metalek
complexekemplezh aa. & g. -ion ― Geriadur ar jedoniezh
complexecomplexkemplezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Termen hollek arveret da venegiñ an teskad elfennoù a ya d'ober ul luniad bonan pe gleñvedel. 2 Kevreted daou anaez war an un lec'hienn groc'hen pe glaourgenn (livant meizh ha livant argalet, mezennbeskennfo ha kantroazhfo, h.a.). 3  Er Bredelfennerezh, luniad diazez eus an darempredoù etrepersonel hag an doare ma emsavlec'h ar gouzrec'h en e geñver (sl.  castration : complexe de —).

complexe conjuguékemplezh keveilet ― Geriadur ar jedoniezh
Complexe de castration.Kastrationskomplex.castration complex.kemplezh ar spazhadur. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Kemplezh kreizet war eriunell ar spazhadur, houmañ o reiñ respont d’an amrin ez eo evit ar bugel an diforc’h korfadurezh etre ar revioù (bezañs pe ezvezañs ar c’halc’h), displeget dre lamidigezh ar c’halc’h digant ar plac’h. Disheñvel eo luniad ha gweredoù kemplezh ar spazhadur hervez ar revioù : gant ar paotr e sav an aon na zeufe e dad d’e spazhañ en abeg d’e oberiezh revel ; gant ar plac’h e vez kantaezet ezvezañs ar c’halc’h evel ur c’haouadenn a glask-hi dinac’h, kempouezañ pe digoll. Emañ kemplezh ar spazhadur e darempred strizh gant kemplezh Edip hag, ent arbennik, gant an arc’hwel-berzañ ha -reoliñ a zo enni.

Complexe d’électre.Elektrakomplex.Electra complex.kemplezh Elektra. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Jung evel kemparzhek d’an Edip gourevel, ar plac’h vihan o kaout, hervezañ, e-keñver he mamm un amluskegezh heñvel ouzh hini ar paotr bihan e-keñver e dad. Dizarbennet eo bet seurt tezenn gant Freud ha dialiet gantañ arver an termen.

Complexe d’infériorité.Minderwertigkeitskomplex.complex of inferiority.kemplezh an tru, kemplezh an istalvoudegezh. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen degaset gant Adler, oc’h aroueziñ dre-vras kement emzalc’h, derc’had, real o tiskouez en un doare kuzh pe goloet ar santad bezañ istalvoudek.

Sl. SENTIMENT D’INFÉRIORITÉ.

Complexe d’œdipe.Ödipuskomplex.Œdipus complex.kemplezh Edip. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad frammet a c’hoantoù orget ha galen a-berzh ar bugel e-keñver e gerent. En he furm yael, ez adkaver al luniad eus istor Oidipous-Roue : ar c’hoant ma varvfe ar c’hevezer ez eo an dudenn genrev hag ar c’hoant revel d’an dudenn allrev. Er furm nac’hel e kaver ar gin : karantez ouzh ar c’har kenrev ha kasoni warizius ouzh ar c’har allrev. En devoud e vez an div furm kemmesket diouzh derezioù diseurt evit ober ar furm lavaret klok eus kemplezh Edip.

Hervez Freud, emañ ar buhezadur eus kemplezh Edip en e varr etre tri ha pemp bloaz, da-geñver ar bazenn gastrel ; he diskar zo merk ar mont tre en enkelvezh. Da vare ar gaezouregezh e c’hoarvez dezhi adenaouiñ ha bezañ mestroniet gant ur berzh bras pe vrasoc’h hervez ar rizh dibarek a zebarzh ergerc’henn.

Ur roll-diazez zo da gemplezh Edip e luniatadur ar bersonelezh hag e durc’hadur an eriunañ.

Gouez d’ar vredelfennerion ez eo-hi ahel-daveiñ pennañ ar vredkleñvedouriezh, hag evit pep furm a gleñved e strivont da spisaat ar modoù eus he savlec’hiadur hag eus he diskoulmadur.

Unan eus amkanioù an denoniezh vredelfennadel eo adkavout an tric’horn edipel, hollveziadel hervezi, en holl sevenadurioù ha n’eo ket hepken e-barzh ar re ma ren ar familh briedel.

Complexe paternel.Vaterkomplex.father complex.kemplezh tadel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud da verkañ unan eus arvezioù pennañ kemplezh Edip : an darempred amluskek ouzh an tad.

complexe, nombre complexekemplezh aa. & g. -ion ― Geriadur ar fizik
Complexe.Komplex.complex.kemplezh b. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad frammet a zerc’hadoù hag a eñvoradoù, dezho kantaezegezh vras, diemouez evit darn pe en holl. Amparet e vez ar gemplezh diwar an darempredoù a ya d’ober istor ar bugelvezh. Ganti en em gav luniataet pep gwastad eus ar bred : ar fromoù, an emzalc’hioù, an ersavioù azas.

A-douez ar gerioù he deus ar yezh voutin amprestet digant ar bredelfennerezh ez eo moarvat an termen kemplezh an hini boazietañ. Koulskoude ne vez ket arveret nemeur gant ar vredelfennerion dres en abeg d’an treuz implij a vez graet anezhañ. Tri ster a c’haller digejañ dezhañ :

1) Ar ster orin o verkañ ur c’hempennadur stabil a-walc’h a chadennadoù-strollata. Er c’hemeradur-mañ e ra aozerion vrezhonek ’zo gant ar furm “kemplezhiad” ; hogen, o vezañ ma reer gant an termen evit aroueziñ koulz framm ar c’hempennadur hag an endalc’hed anezhañ, ez eo eeunoc’h ober gant ar bonad “kemplezh” hep-mui.

2) En ur ster hollekoc’h ez anver a-wechoù “kemplezh” un teskad tresoù personel mui pe vui frammet, — o c’houlakaat e kaver aze furm digemm ur blegenn eus ar bugelvezh a dalvezfe da luniata ar plegennoù nevez. Freud e-unan en deus diskuliet seurt gwariadur bredonielour eus arver an termen.

3) En e ster strizh — an hini a gaver er c’herienn “kemplezh Edip” — ez arouez an termen ul luniad-diazez eus an darempredoù etrepersonel hag an doare m’en em savlec’h ar gouzrec’h ennañ.

Eisenmenger : complexe d'∼Eisenmenger's complexkemplezh b. Eisenmenger ― Geriadur ar vezekniezh

Kalonanaez ganedigel dibaot, naouus dre ur c'hehentad etre-kofigoù uhel, dehouloadur an aortenn, usvoll hag uswask talmerennoù ar skevent ha dre usteñv ar c'hofig dehou a ziflistr lod eus e wad en aortenn ; an dedro, merket ent klinikel gant an dulaz hag ar skrouediadoù gwad, a ya peurliesañ d'ar marv a-raok an tregontvet bloavezh.

fonction numérique complexekevreizhenn niverel kemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
forme cartésienne (ou algébrique) d'un nombre complexerezh kartezel (pe aljebrel) an niver kemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
infériorité : “complexe” ou sentiment d'∼inferiority “complex”, sense or feeling of inferioritykemplezh” b. pe santad g. an tru pe an istalvoudegezh ― Geriadur ar vezekniezh

Hervez Adler, kentrader an termenoù-se, santad soliet en ur gwander organel gwerc'hel a strivfe an den d'e gempouezañ, gwikefre a ve en orin an holl neurozioù ; Freud a ziorzhas tezennoù ar raklenad organel hag an dianlenad hollek dre loañ santad an tru e-touez an azonoù neuroz.

interprétation géométrique d'un nombre complexedesteriadur mentoniel un niver kemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
jonction : complexe de ∼junctional complexkemplezh b. juntel ― Geriadur ar vezekniezh

Trevnad loet e blein kern ar c'helligoù epitelel ouzh o endlidañ hag o stankañ an esaou etrezo, anezhañ teir reizhiad juntañ : adalek ribl rez ar gellig betek an donder : ar zonula occludens, ar zonula adherens hag ar macula adherens.

K : complexe ∼K complexkemplezh b. K ― Geriadur ar vezekniezh

Arvez eus an empennvarrwezañ naouus dre ur wagenn c'horrek dastroc'het gant luskelladoù herrek, a stader e-kerz ar c'housk, ar c'homa, an hunwezhiñ evel respont d'ur fraouaat skiantennel.

Lazare : syndrome de ∼Lazarus complex or syndromeazoniad pe kemplezh b. Lazar ― Geriadur ar vezekniezh

1 (Druss, 1967) strafuilhoù an noa hag ar realezh a stader gant gouziviaded bet dasorc'het goude un arsav kalon. 2 (Blanc & Routy, 1987) kañv diaraok buhezet gant an dud nes o doa asantet da varv ur c'hankreg henek bet pareet ; pe faezhoni ken eus an arouelerion, ken eus ar c'hlañvour a reont war e dro pa oar an holl n'eus spi pare ebet.

nombre complexekemplezh g. -ion ― Gervaoù skiant
nombre complexeniver kemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
oedipe : complexe d' ∼Oedipus complexkemplezh b. Edip ― Geriadur ar vezekniezh

(Bredelfennerezh) Emzalc'h reol ar bugel etre 3 ha 5 bloaz, orget ouzh e gar allrev ha galen ouzh e gar kenrev, anezhañ hervez Freud ar skoulm a zo en e zalc'h an diorreadur bredrevel a-bezh (sl. GBLF § 212).

pointe-onde : complexe ∼spike and wavekemplezh b. pikbaot, pikbaot g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anadenn empennvarrwezadel gemplezh oc'h arreata gant un talm reoliek a 3 pe 3,5 dre eilenn, anezhi ur pik (0,08 s) heuliet diouzhtu gant ur wagenn volzek a heled damgevatal, gorrekoc'h (0,2–0,5 s), erzerc'had rizhek eus an droug bihan (Gl.  petit mal), furm droukfell leiek (sl.  électroencéphalo-gramme, épilepsie généralisée).

prothrombique : complexe ∼prothrombin complexkemplezh b. protrombek ― Geriadur ar vezekniezh

Stroll globulinoù a gendaol, pa vezont kediet ouzh ar Ca 2+ hag ouzh an tromboplastin, da furmiñ an trombin. Er stroll emañ ar protrombin, an akelerin, ar c'honvertin ha ar barenn Stuart.