Kelligoù bezant e lies organ : empenn (gouzerc'hvel, rakgougorfenn), gwagrennoù enborc'hañ (ilgreiz, skoedenn, kelligoù kromlen), kelligoù enborc'hañ ar ganol vezhur ; borc'hañ a reont hormonoù (ACTH, glukagon, gastrin) ; loet e-maez ar gwagrennoù enborc'hañ, ez amparont ur reizhiad enborc'hañ strewek.
Limfokit bihan o vorc'hañ an immunoglobulinoù, gwezherioù an hangae dourennel ; dont a ra ar B eus bursa fabricii, organ an evned ma c'hounez seurt limfokit o hangaec'hougon ; en den ma 'z eont d'ober an 20 % eus limfokit ar gwad n'eo ket bet savelet c'hoazh lec'h o gougonekadur.
Kelligoù eus epitelienn bolc'hennoù ar skoedenn, o vorc'hañ ar c'halkitonin.
Kelligoù bras a orin mezenkimatus bezant en enkrozhenn goude ma vez englenet ar vi speriet.
Kelligoù eus ar gwiad limforetikulel dezho un emell a bouez en erwezhioù hangaeel, daou rumm anezho : 1) al limfokit B, ar plasmokit hag an diaraogerioù anezho, o vorc'hañ an immunoglobulinoù, atebek war an hangae dourennel hag an erwezhioù dreistkizidigezh kentizhek ; 2) al limfokit T hag o diaraogerioù, gwezherioù an hangae gwiadel handizhek o tec'han darvoudoù dreistkizidigezh ampellet pe daleet (sl. cellules B, cellules K, cellules T, hypersensibilité, immunité, système HLA).
Kelligoù tolpet en dro d'ar gwazhied gwad bihan e-barzh ar glidenn, o arc'hwel danzen an testosteron.
Kelligoù limfoidel hep gougon hangaeel, en araez, en ezvezañs ar glokaenn, da enniñvañ an antikorfoù (Ig G) bezant a gementadoù bihan (hag anniñvek betek eno) e gorre ar c'helligoù buzer ha keñverek da antigenoù ar re-mañ hag, e se, da zistrujañ ar c'helligoù buzer dre argerzh ar gelligpistriañ ; K zo tallizherenn ar ger saoznek killer.
Limfokit nad int na B na T ; arveret gant aozerion 'zo evel kenster da limfokit K pe NK.
Kelligoù etre 10 ha 20 mm treuzkiz, dezho ur protoplasm bazennlen e stumm ur c'hronnenn voan en dro d'ur graoñell vras amzoues, livadus tre, enni nukleoloù damzu ; anezho elfennoù yaouankañ an ac'hadoù o tisoc'h gant kelligoù ar gwad ; bezant en organoù gwadparañ : er mel eskern evit ac'hadoù an eritrokit, ar granulokit, ar monokit hag ar pladanoù, en organoù limfoidel evit ac'had al limfokit ; e-kerz al leukemiezh lemm e teu ar bongelligoù da aloubiñ ar gwad hag ar mel eskern.
Seurtad limfokit T o skoilhañ ouzh erwezh hangaeel (dourennel pe gelligel) ar bevedeg ouzh un allevenn (antigen) ; an divigad anezho a gevaraezfe diwan an unanantikorfoù hag a ve en orin ar c'hleñvedoù unanhangaeel (sl. cellules thymodépendantes).
Seurtad limfokit T o keveliñ gant al limfokit B evit genel antikorfoù ha, gant seurtadoù all limfokit T, evit savelañ an hangae kelligel ; war leiaat ez a ar c'heñver T4+ / T8+, par ent reol da 1,6 ± 0,5, e saviadoù gouziz an hangae, gant an haza da skouer (sl. cellules thymodépendantes).
Kelligoù limfoidel diforc'h diouzh ar monokit, ar makrofag, ar c'helligoù K, al limfokit B ha hep mar diouzh al limfokit K ; hag int hep gougon hangaeel, emaint en araez da loezañ, en ezvezañs antikorfoù, ac'hadoù 'zo kelligoù limfoblastek dec'hanet gant ur viruz ; perzh o defe en emzifenn enepkankrel ; dont a ra NK eus n atural killer.
Derc'hel bev greadoù kelligoù o tont eus organoù denel pe loenel (lounezhi marmouzion, skevent rizhelloù denel, yoc'hennoù) pe eus klonoù ; arveret e vez an tiñvadurioù kelligel er Vakteriouriezh evel meteier tiñvañ ar viruzoù ha bakteri 'zo (sl. culture bactérienne).
Kelligoù eus ar gwad, digraoñell, e stumm un disk daouargevek etre 7,2 hag 8,3 µm treuzkiz, o niver keitat 5 milion dre mm³ gant ar gwaz ha 4,5 milion gant ar vaouez, o c'hefridi bennañ dezougen eus ar skevent d'ar gwiadoù an oksigen lenet ouzh an hemoglobin bezant enno (sl. drépanocyte, érythro-blastes, hémoglobine).
Makrofag steredennek bezant e goload endotetel gwazhied an avu.
Kelligoù eus ar rakgougorfenn o vorc'hañ ar prolaktin (sl. prolactine).
Kellig kraoñellek eus ar gwad, tri seurtad anezho : ar granulokit, al limfokit, ar monokit.
Plasmokit anrizhek naouus dre ur graoñell doues teñval, ezkreizat ha dre ur c'hitoplasm leun barr gant vakuolennoù, bezant a-wechoù e mel eskern hag e gwerblennoù gouziviaded an arvevadegezhioù (tripanozomiaz, leichmanioz), ar mielom hag ar vakroglobulinemiezh.
Yoc'henn yud evodet diouzh kelligoù ar pibelloù ; “hipernefrom” e raed anezhi da gentañ pa arlakaed dezhi un orin uslounezhel (sl. hypernéphrome).
Paotaat ar c'helligoù e liñvennoù ar bevedeg, al leukokit er gwad amredat pergen, anadenn stadet e kleñvedoù 'zo, met ivez goude ar predoù pe e-kerz ar vrazezded.
Nervgelligoù dezho un neuz tuzum ha perheñvel, a zo durc'haet o dendritoù etrezek an trobarzh hag o aksonoù etrezek an haenoù don, loet etre an haen volekulel hag haen ar greun eus pluskenn an ilpenn.
Antigen kevredet gant karkinom gouzoug ar grozh gant kelligoù liac'hek, arveret hepken evit eveshaat an dedro anezhañ.