Unvez luniadel hag arc'hwelel eus ar gwiadoù, dezhi beved emren ha hiliusted, anezhi un dolzenn brotoplasm gronnet gant ur golo, ar goc'henn, hag enni ur graoñell ; ar bevion a anver Protozoed pa c'hoarvezont a ur gellig, Metazoed pa 'z a lies kellig d'o ober (sl. cytologie, Métazoaires, Protozoaires).
Kellig nervel unvlein hep akson (sl. rétine).
Nervgellig dezhi daou astennad protoplasm.
Pep hini eus ar c'helligoù ront bras a-strew e-barzh gwagrennoù deun ar stomok, e kenere gant oaled ar wagrenn dre ur ganolig enkitoplasmel, o vorc'hañ an drenkenn glorhidrek hag ar barenn enien.
Kellig epitelel kranennek, dezhi stumm ur gib, o vorc'hañ glaour, gwagrenn unkellig anezhi.
Kellig a orin neuroektodermek bezant en he c'hitoplasm greunennadoù o treiñ gell e diastok ar bikromat kaliom ; seurt dazgwered, graet kromlen anezhañ, zo erzerc'had oksiderezh daskediadoù ar c'hatekolaminoù, naouus eo da gelligoù ar vezonuslounezhenn.
Kellig eus ar rakgougorfenn na zalc'h ket nemeur liv an hematin-eozin.
Kellig eus tonenn gelligparus an enkrozhenn, usteñvek gant ar vec'hiegi, puilh ar glikogen enni.
Kellig a zo en he c'hitoplasm un ebarzhenn vras, mukoproteinek peurliesañ, o tisvountañ ar graoñell d'an trobarzh, bezant en epiteliomoù kolloidel.
Kellig lieskornek, arblat, gousolet war un diazkennenn voan, o pallennañ diabarzh ar galon hag ar gwazhied gwad ha limf.
1 Nervgellig eus al luc'hsae, oc'h amparañ trede mell ar forzh weled. 2 Nervgellig eus ar c'hangrennoù a-livenn pe ar c'hangrennoù simpatek.
Histiokitenn eonek a zo bazhilli Hansen en he c'hitoplasm, spesadel d'al lovrezh lepromatus.
Neuronenn loet en ognonenn ar c'hwesha, parzhiat he akson e stirad hag e rizennoù ar c'hwesha ha kenereet he c'horf kellig dre sinapsoù gant aksonoù ar c'helligoù c'hwesha loet e glaourgenn ar fri.
Kellig rizhellel andiforc'hek a c'hell dont diouti un niver argrenn ac'hadoù kelligoù diforc'h (sl. cellule totipotente, cellule unipotente).
Kellig kaher levn a orin epitelel, steredennek, enni korredañvennoù argrezus, amlouc'het ouzh gorre hoganoù ar gwagrennoù ezvorc'hañ (bronn, gwagrenn c'hwezparañ, gwagrenn halv), o kendaoliñ dre argrezañ da argas ar vorc'hadenn.
Neuronenn ganti an arc'hwel borc'hañ.
Neuronenn arbennikaet en un arc'hwel skiantennel (kelligoù c'hwesha, hinkinoù ha kegelioù al luc'hsae).
Pep hini eus ar c'helligoù niverus kranennek pe diñsek o pallennañ speurioù gwagrennoù piaouel ar stomok hag o vorc'hañ ar pepsinogen.
Neuronenn eus pluskenn an empenn, e stumm ur bikernenn, etre 10 ha 100 mm sav, an dendrit diouzh he c'hern, an akson diouzh he diaz.
Kellig diloc'h, steredennek, diouti azledadoù hir kitoplasm kenvellet gant re ar c'helligoù amezek e doare ur rouedad ; bezant eo e-barzh ar gwiad rouedek, anezhañ gwiad kenglenel dibarek an organoù gwadparañ (sl. tissu réticulaire).
Kellig rizhellel andiforc'hek a c'hell dont diouti an holl ac'hadoù kelligoù.
Kellig rizhellel andiforc'hek na c'hell dont diouti nemet un ac'had kelligoù.
1 War al lifradoù livet gant ar May-Grünwald-Giemsa, hematienn a zo he c'hreiz hag he zrobarzh livet stank, etre an daou ur walenn sklaer ; arvez sellet evel naouus d'an amwadoù islivel pe d'an amwadoù loezadel. 2 Kellig delanvadet a-ziuz gant un danvezenn danzeet en ul lec'h all eus ar bevedeg (sl. récepteur).
Limfokitenn chomet ganti ar vemor eus keraez un antigen (sl. amnésie immunologique).
Kahergellig unkraoñellek, enni kaherwianoù unluniad gant re ar c'higennoù rizennek, oc'h argrezañ andiarvenn, a-gorvez hag emgefreek.
Kellig dentritek bezant e haen spernek an epiderm, dindan gevarguz c'hoazh he orin hag he arc'hwel ; evit aozerion 'zo e teverfe eus ar melanokit, evit re all e ve anezhi ur seurtad makrofag o tasperzhiañ en erwezhioù hangaeel diwar goust o arc'hwel fagokitañ.
Dibenn nervel koublet gant ur gellig epitelel loet e gwelead don an epiderm, fraouva ar stekiñ skañv.
Kellig usventek (eus 25 da 50 mm), dezhi ur graoñell liesel ec'honek, e-kerz ar mitoz alies.
Kellig wenn a zo he c'hraoñell daou- pe lieshoskek. Arsellet e vez alies e-doug leukemiezhoù lemm.
Kellig loet e gwiskad speurel an tuellennoù spergaser a ere ar c'helligoù sperbarañ. Kemplezh eo roll ar c'helligoù Sertoli : gouskor ha mezhur ar c'helligoù revel, fagokiterezh, borc'herezh.
(sl. Reed : cellule de ∼ ).
Tolzenn gitoplasm bevennet gant ur goc'henn, enni lies kraoñell hag amparet dre gendeuz lies kellig (sinkit eo kelligoù ar c'higennoù rizennek).
Kellig rouedek en he frotoplasm un ebarzhenn amparet gant ur graoñell fagokitet. Arsellet e vez, ent dibarek, gant ar c'houzrec'hed tizhet gant ul lupuz eritematus strewek.
1 Seurtad proplasmokit etre 7 hag 20 mm, vigelc'hiek, bezant er gwad er stad kleñvedel hepken, naouus dre ur graoñell ezkreizat, teñval, saezhennek hag ur protoplasm bazennlen kenan. 2 Mononuklear bras ortobazofil (leukoblast, mieloblast).