Preder
cathétercatheterkateter g. -ioù ― Geriadur ar vezekniezh

Gwechall, korzenn vezegel a ebarzhed er c'han troazh hag er c'hwezhigell ; hiziv, nep korzenn voan ha gweüs a sanker en ur ganol d'he erc'hwiliañ, d'he c'harzhañ pe da ensinklañ enni un aozad (sl.  bougie, sonde).

cathéter flottant, cathéter flotté, sonde de Swan-GanzSwan-Ganz catheterkateter tonnet, kateter Swan-Ganz ― Geriadur ar vezekniezh

Sont moan ha bouk ebarzhet dre ur wazhienn drobarzh ha kaset dre red ar gwad betek ar c'hentez dehou ha kef ar skevent, o kevaraezañ an imbourc'h ouzh ar gwele hep skinreoliñ.

Nélaton : sonde de ∼Nélaton catheterkateter g. Nélaton ― Geriadur ar vezekniezh

Sont bouk evit kateteriñ ar c'han troazh.

Pezzer : sonde de ∼Pezzer cathetersont g. pe kateter g. Pezzer ― Geriadur ar vezekniezh

Sont bazoulek en e zibenn, amkanet da wehenniñ ar c'hwezhigell goude ar c'hwezhigelladforzhañ.