Lemel a-zarn pe a-bezh ar skeudenn gwereet war un hewel. Pa vez darngarzh e komzer a garzhañ a-ziuz.
Lemel ar stlennadoù bezant en ur maez memor. Peurliesañ e vez renet ar c'harzhañ gant ur goulev dre enskrivañ ur stlenn dibarek, hep ster, el logoù memor desellet. Er memorioù sonn adc'houlevadus e vez graet ar c'harzhañ dre lakaat ar grug silikiom en ardizh ar skinoù dreistmouk a-dreuz d'ur bualier e speur ar glozenn.
Anvad rumm an araezadoù kevelañ arc'hwel karzhañ al lounezhi (dializiñ ampelennel, trefennañ pervezel, lounezh kalvezadel) (sl. dialyse).
Distrujañ, rasklañ ar stlennadoù kadavet en ur vemor pe war ur skor war-benn reiñ d'ar re-mañ un arver all.