C'hoarvezadur trumm un anadenn gleñvedel ; anadenn gleñvedel o c'hoarvezout trumm (sl. attaque, crise, ictus).
Lerc'hiad barradoù astma kreñv ha padus, etrezo entremezioù berr ; pa steuz ar re-mañ e tarvez an aroad astma, rouestlad grevus a c'hell dec'han falladur dehou ar galon (sl. état de mal asthmatique).
C'hoarvezadur trumm un anadenn gleñvedel ; en teir yezh ez eus un torkad termenoù damheñvelster, digemmet gwech dre un arliv, gwech dre ar boaz, sk. : barr urloù, barrad astma, kaouad paz, gwaskad divilhennfo, h.a..
Nodadur trumm erzerc'hadoù psikoz, anezho mennozioù ambreek (kevrinek, heskinek, erotek, meurvreat), enkrez, drezni, arluz, errizhañ, distreüniñ, mirealoù (baleata, feiadennoù, darwantadoù, argeziadoù emlazhañ) ha direizhoù ar stad hollek (anhun, treutadur).
Barrad paz a-bad. En orin e oa “paz ar bempvet eur diouzh ar beure", deskrivet gwechall gant an dorzhelleion. Bremañ e ra dave da gaouad paz rizhek an drev.