Preder
affectkantaezad g. ― Gervaoù skiant
affectaffectkantaezad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Unan eus kealioù pennañ ar Vredoniezh : nep stad a boan pe a blijadur, spis pe get, o c'hoarvezout eus un diskarg a-vloc'h pe eus un doniezh dre vras ; evit Freud, n'eus ket a gantaezadoù diemouez.

affect, état affectif, sentimentGefühlfeelingkantaezad ― Gerva an brederouriezh
Affect.Affekt.affect.kantaezad g.ls. :-où. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Nep stad kantaezel, poanius pe blijus, spis pe get, o c’hoarvezout eus un diskarg a-vloc’h pe eus un doniezh dre-vras. Hervez Freud ez erzerc’h pep luzad e daou were, gwere ar c’hantaezad ha gwere an derc’had.

Pouez bras en devoe keal ar c’hantaezad ken abred hag imbourc’hioù kentañ Breuer ha Freud war vredkur an darfell (Studien über Hysterie, 1895) ha dizoloadenn yac’hausted an dianerwezhiañ. Klask a raent orin an azon darfell en un darvoud daraezek na voe ket heuliet gant un diskarg kevazas (kantaezad gennet). N’eo nemet mar be azbevaet ar c’hantaezad e-ser ma’z eo kounaet an eñvorad e ve yac’haus ar gounadenn.

Diwar studi an darfell e tastum enta Freud ned eo ket ereet ar c’hantaezad dre ret ouzh an derc’had ; o disparti (kantaezad hep derc’had, derc’had hep kantaezad) a ro tro da bep hini da gaout tonkadoù disheñvel. Evit a sell tonkadoù ar c’hantaezad, “ez anavezan teir gwikefre : 1°  amdroadur ar c’hantaezadoù (en darfell amdreiñ), 2° treuzlec’hiadur ar c’hantaezadoù (er mac’hennoù), 3° treuzfurmadur ar c’hantaezadoù (en neuroz enkrez, er velankoliezh)” (Aus den Anfängen der Psychoanalyse).

Diwar neuze e tiverzer daou ziarsell en doare ma pleustr Freud war geal ar c’hantaezad : un diarsell deskrivadurel, oc’h ober anv hepken eus ar from o sevel da-geñver ur gantouezadenn ; un diarsell kementadel, o taveiñ da arlakadenn an annodiñ. Kemm a laka etre ar c’hantaezad evel devoud dangorel hag evel kementad gremm luzadel — ober a ra neuze gant an termen Affektbetrag (pegement kantaezad).

Evit Freud n’eo ket kantreizh komz a gantaezadoù diemouez. “Ur wech arvoustret, e chom an derc’had diemouez e-barzh ar reizhiad diemouez evel furmadur gwerc’hel, tra ma ne c’hell ar c’hantaezad bezañ eno nemet evel un egin n’en deus ket gallet diorren” (Das Unbewusste, 1915).

Quantum d’affect.Affektbetrag.quota of affect.pegement kantaezad. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Arvez kementadel eus ar buhezañ : ar c’hantaezad a wisk un arvez doareadel e kement m’en anavezomp ereet ouzh an derc’had-mañ-derc’had, an azon-mañ-azon, h.a. ; hag un arvez kementadel e kement ma c’hell bezañ distaget diouzh an derc’had, h.a., treuzlec’hiet, hep ma kemmfe e werzhad. An hevelep seulad kementadel a gaver arouezet ivez gant an anvadoù “gremm-annodiñ”, “nerzh al luzad”, “bount” al luzad, “libido”. “En arc’hwelioù bred, ez eus lec’h da ziforc’hañ un dra bennak (pegement kantaezad, sammad broud) a zo dezhañ holl berzhioù ur c’hementad — zoken pa n’omp ket e tro d’e vuzuliañ —, un dra bennak a c’hell bezañ kresket, digresket, treuzlec’hiet, diskarget, hag a vez ledet war gounlerc’hioù an derc’hadoù un tammig evel ur bec’hiad tredan e gorre ar c’horfoù.”

Ret eo notañ n’eo ket meizad ar pegement kantaezad ur meizad deskrivadurel, hogen unan trabredoniezhel. “Ar pegement kantaezad zo al luzad e kement ma’z eo bet hemañ distaget diouzh an derc’had ha ma kav un eztaol kevazas ouzh e werzhad en argerzhioù a vuhezomp evel kantaezadoù.” “Meizadur ur c’hantaezad dizalc’h ha distagadus zo disheñvel-mat diouzh ar gredenn gent en ul « liv kantaezel »” (Jones).