Ezreolder en ur parzh eus ar c'horf o revout d'ar c'hanedigezh, kiriek dezhañ ur strafuilh a 'n diorren darvezet e-kerz an enkrozhvezh ; e kemm ouzh an disneuziadur amparet goude ar c'hanedigezh, ez eo ar k. ganedigel dre zespizadur, ha hi pe hêrezhel (pe hilel), pe arzeuat da heul ur rizhellnaoued pe ur c'hrouellnaoued (sl. embryopathie, foetopathie, maladie acquise, maladie congénitale, maladie génétique, maladie héréditaire).
Termen kinniget gant Lance evel kevazasoc'h da erlec'hiañ ouzh disvellad ganedigel al lez, hemañ o tisoc'h en devoud eus destrizhoù treloc'hel in utero, o tisvountañ penn an askorn morzhed e-maez ar bodenn ; an arbenn liesañ eo durc'hadur revrel diglok ar grouell da geñver ur vrazezded kentañ ; un arbenn all eo laoskegezh hêrezhel ar stagelloù (sl. ressaut : signe du ∼ ).