Gwazour(ez) karget da sturiañ ha da evezhiañ an desezadoù keweriañ stlennegel o vont en-dro e rezh ur reizhiad kreizennet pe e rezh ur rouedad war-benn arzerc'hel an digonusted en he far uhelañ.
Gwazour(ez) o perzhiañ er goudegwerzh, er stelidigezh hag er prouadoù enarc'hwelañ e ti an arvalion, karget diouzh an dro, hervez ur steuñvad, da ren an disgwallañ hag an dichanañ war ar periantoù hag ar meziantoù.
Gwazour(ez) o perzhiañ e studi hag e seveniñ ar prestiantoù lodek er reizhiadoù stlennegel arveret gant ar greanterezh. Karget e vez diouzh an dro da ren ar c'hevrikaat hag an trezalc'h e stal an arveriaded.
Gwazour(ez) o perzhiañ, e-barzh ur bare erbarañ, dindan atebegezh kalvezel hag urzhazel un ijinour(ez), e gouleverezh ar meziantoù reizhiad hag e saverezh aveadoù elektronek ar c'heweriañ stlenn.