Hentenn arglask ha dezventañ un antigen en ur gwadveiz, dre lakaat war wel reizhiadoù antigen-antikorf dre zierc'hiñ en ur metoù gelekaet ; mar revez an antigen er gwadveiz, pa zegaser hemañ e diastok ur metoù gelekaet (geloz) intret gant an antikorf keñverek, e tinod un dierc'had o skignañ dre ar geloz en ur furmiñ regoù dierc'hiñ el lec'hioù ma vez ar c'henfeur azasañ etre bec'hioù ketep an antigen hag an antikorf, o pourchas dre se an araez da briziañ feur an antigen er gwadveiz.
Muzul an amzer ret da zistro ar gorvez godel goude un tredanfraouaat herrek (120-150/s) arloet e-doug 30-60 s dre araez ur sont dodet er c'hentez dehou e kefin ar god ; hiroc'h eo ar pad etre dibenn ar fraouadenn ha distro korvez piaouel ar god pa vez darallet hemañ.
Kalvezder kalonouriezh wezhiadennel o krouiñ ur c'hehentad etrekentezoù goustegus e kalonanaezioù ganedigel dulaseiat 'zo.
Kalvezder o kevaraezañ lakaat war wel paradur antikorfoù e par ar c'helligoù ouzh o borc'hañ (kelligoù limfoidel : immunokit). An kez kelligoù o vezañ lakaet e diraez an antigen, zo hangaeet outo ar gouzrec'h, en dazglud. Pa vez luniek an antigen (kelligoù ruz, da skouer) ez emstal e kurunenn en dro d'ar c'helligoù borc'her antikorfoù. Al lunioù-se e rodigoù zo spesadek eus an antikorf studiet : ne anadont nemet e diraez an antigen keñverek. — Gant an den, daou zoare eus kalvezder ar rodigoù a gevaraez diforc'hañ an daou seurt limfokit : 1° hini ar rodigoù emdarzh a ro tu da hennadiñ al limfokit T o tazgludañ en dro dezho, hep hangaeadur a-rakwez, ar c'helligoù ruz deñved ; pa vez herrek tre an dazgwered e vez graet anezhañ rodig E oberiat ; 2° kalvezder ar rodigoù hangaeel a zezverk a-ziuz al limfokit B a c'hronn en dro dezho ur gurunenn a gelligoù ruz allevek goloet gant antikorfoù antieritrokit ha gant klokaenn : evit gwir, al limfokit B zo warno ur buzer en araez da lenañ kedrann C3 ar glokaenn.
Argerzhad kurunerluniñ diuzel ma 'z eo ebarzhet ar sont dre dalmerenn ar vrec'h dehou, goude bezañ he diguzhet.
Araezad amkanet da andalañ pad an tredanren god-kentez, diwar-bouez jedadurioù kemplezh. Diazezet eo war zelankadur, dre araez ur sont tredanfraouaat dodet er c'hentez dehou e kefin ar god, eus dreistsistolioù kentezel koublet (un dreistsistol devoudet gant ur sistol emdarzh) ha diazezet eo ivez war vuzulioù graet pa verraer tamm ha tamm an entremez a zisparti an dreistsistol devoudet diouzh ar sistol kent (sl. sinus : maladie du ∼, Mandel : technique de , Mandel : technique de ∼ ha Narula : test de ha Narula : test de ∼ ).
Kalvezder bronnatelviñ arveret da zereizhañ ar bronnusventoù hag ar bronnislinkoù, o c'hoarvezout eus : 1 ∘ diepidermadur trorodenn ; 2 ∘ dazbid kantek reñver ar wagrenn e par talbenn don ar vronn ; 3 ∘ spegañ ribl uhelañ ar rodenn, ha krouiñ ur volz o stabilaat ar vronn ; 4 ∘ dastum dindan ar rodenn an ec'honenn o chom eus ar wagrenn. Gant seurt kalvezder e vez doujet da wazhiedadur beg ar vronn, pezh zo kevaraezus d'e stalañ en dibenn war run ar vronn.