1 Rrannbarzh a 'r galon ma tiwan ent emdarzh ar wagenn vroudañ, er stad reol ar c'hlom god-kentez (sl. commande instable). 2 sl. stimulateur cardiaque.
Ebarzhiñ boued er forzhioù koazhañ diwar-bouez ur sont.
Arouarekaat arc'hwelioù ar bevedeg dre heudañ ar reizhiad nervstruzhel diwar-bouez liaoù nervisreer ha dic'hoster kevret gant ur yenata hollel dre araez godelladoù skorn.
Mod prederiañ an anfrouezhusted, anezhañ dodiñ sper (fresk pe bet miret dre skornañ) e par gouzoug ar grozh pe e-barzh ar gavenn anezhi.
Ardivink dedalvezet evit ar c'harzhañ ezlounezel dre hemodializ skoevredat. Ar gwad amdreuget er-maez eus ar bevedeg a dremen en un duellenn pe e plakennoù kellofan soubet en un dileizhad kengrennek NaCl, ma fu an dilerc'hiadoù pistriek, hag, evit klozañ an amred, a zistro en ur wazhienn.
Hollad an embregadoù — dreist holl enc'hwezhañ aer diwar-bouez hentenn ar genoù-ouzh-genoù pe dre araez binvioù oc'h amsaviñ ar c'hefloc'hadoù goulanket da gavenn ar brusk ha sachadennoù war an teod —, kaset da benn pe evit an nevezc'haned e stad a varv hañvalat, pe e degouezh a ezwal pe a voug, e sell da enteiñ aer er forzhioù briant-bronkez ha da assav arc'hwel bonan an analañ. Spizomp arver an termenoù : an deanalañ zo un hentenn wenterezh kalvezadel, termen a denn da vezañ erlec'hiet ouzh an hini a analerezh kalvezadel.
Ardivink elektronek garventekaet ensteudet dindan groc'hen ar brusk, amkanet da fraouaat, diouzh ur gorvez savelet, ur galon dezhi kreizennoù emgefren bevedel diaraez da gefleuniañ o arc'hwel. C'hoarvezout a ra eus ur glozenn enni tredangelloù litiom hag elektrodoù festet er c'halongaher kofigel. Lies rizh zo : adalfoù ec'houbred oc'h arc'hwelañ ent trebadek ; adalfoù goubred oc'h arc'hwelañ e degouezh sistolioù kentez tolc'het hepken ; tredanfraouaer azhentañ pe geder o tiaskañ e degouezh a baouez korvez. Adalfoù all zo goulevadus pe divgavenn oc'h assav ar gemalenn gentez-kofig bonan.
Seurtad trezouger amparet gant ur c'hromozom eus Saccharomyces cerevisiae ma 'z eo bet entoet an DNA a glasker kloniñ. Ar c'halvezder-se a gevaraez kloniñ tammadoù bras DNA.