Preder
âmekalon b. -où ― Geriadur ar verdeadurezh
  • ~ d'un cordage kalon ur gordenn
  • Le monotoron est un câble métallique composé de 19 fils assemblés de la manière suivante : autour d'un fil servant d'âme sont enroulés en hélice six fils, qui constituent une première couche. Par-dessus ces six fils, est enroulée une seconde épaisseur, celle-ci de douze fils : 1 + 6 + 12 = 19 fils.

    An ungor zo ur fun vetal amparet gant naontek neudenn bodet evel-henn : en dro d'un neudenn o talvezout da galon ez eus c'hwec'h neudenn goret ulidek a ya d'ober ar gwiskad kentañ ha, war c'horre, un eil gwiskad ennañ daouzek neudenn, eleze : 1 + 6 + 12 = 19 neudenn.

  • ~ en mousse de plastique kalon spoue mezell
angor, angor pectoris, angine de poitrine, sténocardieangina pectoris, angina cordis, breast pang, sternalgia, sternodynia, stenocardia, orthopnoea cardiacakevenkez g., kevenkez bruched, kevenkez kalon, kalonank g., glaz b. kalon, bruskost b., brennidost b. ― Geriadur ar vezekniezh

Laur lec'hiet peurliesañ a-dreñv ar glerenn, amwaskus hag enkrezus gant anglevad ar marv kevogos, o saezhenniñ war-du an ezel krec'h kleiz, ar c'haved hag ar c'hein, diasket gant ar striv (ar c'herzhed pergen) pe ar from, distanet buan gant ar paouez pe an trinitrin ; azonus eo d'un heskwad er c'haher kalon diwar skorted ampoentat ar c'has kurunerel e-skoaz ezhommoù gremm ar c'haher kalon.

apéritifdigor kalon g. -où kalon ― Geriadur ar geginouriezh
  • Apéritif dînatoire Digor kalon peuzkoaniañ
bilogie ◊ ◊ daouadezh b. (kammneuziadoù kalon) ― Geriadur ar vezekniezh

Naoued kalon anezhañ kevreted div gammneuziad : kehentad etre-kofigoù hag isvoll kef talmerenn ar skevent.

bloc cardiaque congénitalcongenital heart blocktolc'had kalon ganedigel ― Geriadur ar vezekniezh

Mire kentez-kofig diwar ur gammneuziad er gwiad kalonaoter etre ar c'hlom god-kentez ha kavaz an hordenn gentez-kofig.

bloc cardiaque, bloc du coeur, blocage du coeurheart blocktolc'had kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Gorregañ (tolc'had diglok) pe arsaviñ (tolc'had klok) eus treled gwerederezh tredan ar galon ; hervez an degouezhioù e sez ar mire (direizh an tredanren) : 1) er c'hevre god-kentez (tolc'had god-kentez) ; 2) etre an daou gentez (tolc'had etre-kentezoù) dre anaf hordenn Bachmann ; 3) etre ar c'hentezoù hag ar c'hofigoù (tolc'had kentez-kofig) ; 4) war varroù dehoù pe gleiz an hordenn gentez-kofig pe hordenn His (tolc'had barr) pe en ur c'havaz eus ar barr kleiz (tolc'had rannvarr araok pe adreñv) ; 5) e par rouedad Purkinje (tolc'had bleñchennoù, tolc'had rouedad, tolc'had purkinjeel, tolc'had annonek) ; 6) e par speur ar c'haher kalon (tolc'had speur), tolc'had hemañ na ziforc'her ket peurliesañ diouzh an tolc'had purkinjeel.

bradycardiebradycardiaistead kalon, kalonistead ― Geriadur ar vezekniezh

Gorregezh lammoù ar galon dindan 60 / min, bonan pe gleñvedel, a orin kentezel, klomel pe devoudet gant un tolc'had kentez-kofig.

cardiomyoplastiecardiomyoplastykaheratelviñ kalon, kalonatelviñ ― Geriadur ar vezekniezh

Dazluniañ surjianel kaher ar galon dre dreuzplantañ darn ur gigenn eskernel (evel kigenn ledanañ ar c'hein) ouzh ar c'hofig kleiz en ur stignañ un trevnad tredanfraouaat evit dec'han argrezadoù a-gellusk gant re ar galon (sl.  aortomyoplastie).

cardiothyréosecardiothyreotoxicosiskalon skoedennien ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad genadel an direizhoù kalon e dianlen miarc'hwel ar skoedenn : kalon vazdovel diwar ar skoedusvorc'h, kalon viksedematus diwar ar skoedisvorc'h ; peurliesañ ez arverer an termen da verkañ ar skoedusvorc'hegezh.

ciné-angiocardiographiecineangiocardiographyskinfiñvluniñ gwazhied ha kalon, gwazhiedkalonfiñvluniñ ― Geriadur ar vezekniezh

Lerc'hwezañ dre skinluniñ fiñvoù ar gwazhied hag ar galon bet demeraet.

coeurheartkalon b. ― Geriadur ar vezekniezh

Organ kaherek kleuz o wezhiañ amred ar gwad dre e argrezadoù korvezek ; loet e kavenn araok ar poullkreiz, anezhañ teir sae : diabarzh, an enkalonenn ; etre, ar c'haher kalon ; diavaez, an amgalonenn ; ouzh e ober daou gentez ha daou gofig, dehou ha kleiz, etrezo ur speur, an dilhenn ; dre ur gwask sac'hellek emañ kehent pep kofig gant ar c'hentez a-gendu ha gant an dalmerenn ma kas ar gwad.

coeur artificiel, prothèse cardiaqueartificial heartosod g. kalon, kalonosod g. ― Geriadur ar vezekniezh

Ardivink ensteudadus amkanet da amsaviñ ar galon fellat, pe ent padennek (war c'hortoz eus un treuzplantadur), pe da vat.

coeur basedowien ◊ ◊ kalon vazdovel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad ar rouestladoù kalon da gleñved Basedow : trec'hwezh, rastrid, dreistsistoloù, barradoù ustead, ankorvez a c'hell disoc'h er skorted kalon ; azoniad stadet en adenomoù pistriek hag er pennsac'hoù liesnozelek pistriek (sl.  adénome thyroïdien toxique, cardiothyréose).

coeur d'athlèteathletic heartkalon sportour ― Geriadur ar vezekniezh

Daskemmadoù stadet a-wechoù war galon an dud yac'h oc'h embreger ur gourdonerezh sportel rennek ha hirbad, kalonistead godel, kofigusteñv, tolc'had kentez-kofig a 1ñ derez.

coeur de boeufcor bovinumkalon ejen ― Geriadur ar vezekniezh

Kalon usteñvek en he fezh.

coeur en sabotcoeur en sabotkalon botez koad ― Geriadur ar vezekniezh

Skinlun ar galon o lakaat war wel usteñv ar c'hofig dehou naouus dre ar muiadur a-zremm ha war zehoù eus skeudenn ar galon ha gwintadur kern ar galon.

coeur forcéstrained heartkalon drastennet ― Geriadur ar vezekniezh

Falladur kalon o tarvezout da heul ur strivad taer pe ur skuizhad hirbad.

coeur irritable, syndrome de Da Costacardiac neurosiskalon hegeuziek, azoniad Da Costa ― Geriadur ar vezekniezh

Kalonustead godel genezhel, peurzalc'hus pe devoudet gant ar strivadoù, ar fromoù, al loadur war sav, kevret gant rastridoù, enkrez ha strafuilhoù gwazhiedloc'hadel ; a-geñver gant distabilded ha hegeuzded ar reizhiad nervstruzhel ha, dre vras, an ustant simpatek.

coeur myxoedémateuxmyxoedema heartkalon ar miksedem, kalon viksedematus ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an erzerc'hadoù kalon diwar ar skoedisvorc'h : kalonistead, kalonusvent diwar un ensiladur miksedematus er c'haher kalon hag ur fennad en amgalonenn, kalonisvarrwezad ; azonoù a zireer dre ziounit douhennadoù skoedenn.

coeur pulmonairepulmonary heart, cor pulmonalekalon skeventien ― Geriadur ar vezekniezh

Skorted ar galon dehou da heul uswask en amred talmerel ar skevent diwar ur skeventanaez ; anv a reer a galon skeventien lemm (Gl.  coeur pulmonaire aigu, CPA) pa vez dec'hanet trumm an uswask gant un enfroù skevent bloc'hek pe vruskaezhadoù 'zo, a galon skeventien henek (Gl.  coeur pulmo-naire chronique, CPC) pa zarvez an uswask a-nebeudoù e dianlen un anaez analadel henek (emfizem, skleroz ar skevent, astma, distummadurioù bras eskern ar brusk, enfraouioù skevent).

cœurCORkalon b. ― Geriadur ar gorfadurezh
cœur ; appétitkalon b. -où ― Geriadur ar geginouriezh
  • J'ai toujours bon appétit Bepred e vez digor va c'halon
Dressler : syndrome de ∼, syndrome post-infarctus du myocardeDressler's syndromeazoniad Dressler, azoniad dianangwazhiad kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad o tarvezout a-wechoù en deizioù pe er sizhunioù war lerc'h un angwazhiad a 'r c'haher kalon, anezhañ terzhienn, laurioù er brusk, amgalonennfo, krezennfo, gwechoù 'zo darwazh skevent, ustizh gouzediñ, elwenn gant ganulokitoz neutrofil ; goude lies adfeilh e c'hoarvez ar pare, hag eñ buanaet gant ar mezegadur enepfo ; azoniad a stader ivez da heul ur resmiad a skorted kurunerel hep mui ; kevarguziñ a reer un orin unanallergek ha roll an hangaegemplezhioù.

fibre musculaire striée cardiaque, cellule myocardiquecardiac muscle fiberkaherwienn rizennek kalon, kellig kalongaher ― Geriadur ar vezekniezh

Kahergellig unkraoñellek, enni kaherwianoù unluniad gant re ar c'higennoù rizennek, oc'h argrezañ andiarvenn, a-gorvez hag emgefreek.

fibrillationfibrillation1 krehad g. (gwiennel), gwienngrehad g. 2 krehad kalon, kalongrehad ― Geriadur ar vezekniezh

1 Argrezadenn digevret ur gaherwienn, dihewel ent klinikel, anataet e rezh barrgemmoù berr er c'hahervarrwezañ, dindan 2 ms pad ha 300 mV heled, izeldalm, oc'h erzerc'haat gwerederezh tredanel emdarzh ur gigenn dinervet. 2 Kenheuliad herrek ha direoliek argrezadennoù ar c'haherwiennoù kalon o tisoc'h gant seizi ar c'havennoù ; peurliesañ e chom kantet er c'hentezoù (krehad kentezel, Gl.  fibrillation atriale) ha dec'han ankorvez ar c'hofigoù (sl.  arythmie complète) ; gant tizhad ar c'hofigoù (krehad kofigel, Gl.  fibrillation ventriculaire) e tarvez arsav ar galon hag ar marv (sl.  arrêt cardiaque).

infarctus du myocardemyocardial infarction or infarctangwazhiad ar c'haher kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Marvenn en un tachad eus ar c'haher kalon e diouer an eroueriañ, hogos bepred da heul tromboz ur gurunerenn, erzerc'h peurliesañ dre ur c'hevenkez grizias ha kilvers, daralladoù kalonvarrwezadel, gwadusvec'h enzimoù 'zo (CPK, MB, LDH, ASAT, mioglobin, miozin, troponinoù), daskemmadoù hanrannel eus argrezusted ar c'hofig kleiz, erzerc'h er stenwereañ ; hervez an dalmerenn steviet, an d. etre-kofigoù araok, an d. gelc'hplegek pe an d. guruner dehou, e stader tri lec'hiadur eus an a.k.k., a-getep : raogtilhennel, raogkostezel pe diadraoñ ; rouestladoù a zeskriver, er prantad lemm : skorted kalon, darvoudoù trombozenfraouel, fregadur speur pe kigennoù begennek ar galon, diwezhatoc'h : darvoll ar c'hofig.

insuffisance cardiaquecardiac insufficiency, heart failureskorted kalon, falladur g. kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Dic'halloud ar galon da vastañ da ezhommoù gwadloc'honiel ar bevedeg ; kevassavet pa vez arzalc'het an ec'hongas dre araezioù azasaat naturel pe yac'hadel, digevassavet pa na spir mui ar re-mañ en ur bazenn c'hrevusoc'h eus an dedro ; mar bez kevredet gant un azdalc'h dourhalel e reer kel eus falladur kalon darwazhel pe gouliñvel (Gl.  i. c. congestive pe oedémateuse) ; a) ent klinikel, ez erzerc'h dre un ustead kalon hag arouezioù dassav en argrec'h : trec'hwezh strivadel, gouliñv skevent evit ar s. k. kleiz, gouliñvoù trobarzhel, troazhisvorc'h hag avu kalonien evit ar s. k. dehou ; b) ent arbennel, evit ar s. k. kleiz : isvoll mintrek, uswask talmerel, naouedoù a 'n talmerennoù kuruner hag a 'n trapig aortek, skorted vintrek, naouedoù an enkalonenn, evit ar s. k. dehou : bronkezskeventadoù, enfreier skevent, naouedoù ganedigel 'zo a 'n enkalonenn, kalonnaouedoù kleiz digevassavet o tisoc'h neuze d'ar s. k. bloc'hel (Gl.  insuffisance cardiaque globale pe totale) ; c) lies gwikefre a zeskriver : pe un isvoll mintrek pe dribroudek en argrec'h o skoilhañ ouzh leuniadur ar c'hofig, pe un tevadur a 'n amgalonenn hag ur fennad (adiastol ar c'hofig dehou, sl.  péricardite constrictive, tamponnade), pe, aliesoc'h, ur s. k. sistotel pe misistol (Gl.  dys-systolie), eleze isargrezusted ar c'hofigoù.

ischémie myocardique silencieusesilent myocardial ischaemiaheskwad enkelat ar c'haher kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Leielaat dibad ar wagenn T o tarvezout e-maez nep arouez klinikel, a stader da geñver ur prouad strivañ pe ur c'halonvarrwezañ hirbad war ar skorteion gurunerel, ha ganto gouzañvet c'hoazh pe get glazoù kalon.

lévocardiogramme, lévogramlaevocardiogramkleizkalonwezad g., kleizvarrwezad g. (kalon) ― Geriadur ar vezekniezh

Rann eus ar c'halonvarrwezad oc'h erzerc'haat, ent derc'hek, gwerederezh ar c'hofig kleiz.

massage cardiaquecardiac massageleuñviñ kalon, leuñvad kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad defraouiñ amkanet, pa vez arsav kalon, da assav a-zifrae an amred gwad diziouerus d'an empenn ha d'ar galon, eleze gant ur gwask talmerel 7 pe 8 cm bevargant ; dre al l. k. a-ziavaez pe hep digeriñ (Gl.  m. c. externe pe à thorax fermé), e telanker diflistr ar gwad diouzh ar c'hofig dre amwaskañ agorvez ar galon etre ar glerenn hag al livenn ; dre al l. k. a-ziabarzh pe goude digeriñ (Gl.  m. c. interne pe à thorax ouvert), war lerc'h bruskenbenañ ha digeriñ an amgalonenn, ez amwasker ar galon a-gorvez etre ar meud hag ar biz yod pe etre an daou zorn.

myocardeMYOCARDIUMkaher g. kalon. ― Geriadur ar gorfadurezh
myocarde, TA myocardiummyocardiumkaher g. kalon, kalongaher ― Geriadur ar vezekniezh

Kahersae ar galon, gwiennoù rizennek ouzh he ober, oc'h argrezañ andiarvenn (sl. fibre musculaire striée cardiaque) ; k. darviget (Gl.  m. sidéré, Sz.  stunned m.), miarc'hwel darnel hag eiltroüs ent emdarzh a 'r c'hofig kleiz da heul un heskwad lemm anezhañ ; k. goañvorus (Gl.  m. hibernant, Sz.  hibernating m.), miarc'hwel darnel ha hirbad ar c'hofig kleiz da heul un heskwad eiltroüs hag un aderoueriañ ; dre ar skingannluniñ e c'haller lakaat war wel azgouestadusted an tachadoù heskwadet.

myocardiopathie, cardiomyopathiemyocardiopathy, cardiomyopathykalongaherad g., kahernaoued g. kalon, kalongahernaoued g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez kentael grevus, familhel a-wechoù, ar c'haher kalon, a ziforc'her ar furmoù-mañ anezhañ : 1) ur furm usvollus (Gl.  forme dilatée, Sz.  congestive m., dilated m.), naouus dre vuiadur ec'honad ar galon gant frankadur he c'havennoù ha moanadur he speurioù, o tedreiñ etrezek ur skorted kalon bloc'hel hag andireadus ; 2) ur furm argrennus (Gl.  forme restrictive), dibaot, gant adiastol, a-geñver gant leiadur filusted ar c'hofigoù (amiloz) ; 3) ur furm usventus (Gl.  forme hypertrophique, Sz.  hypertrophic m.), gwech strewek, gant tevadur hollel speur ar c'hofig kleiz, gwech lec'hiek, kantet er gern pe dreist holl en dilhenn, oc'h amparañ neuze ar pevare furm : 4) furm stevius (Gl.  forme obstructive, Sz.  hypertrophic obstructive m.), naouus dre usvent muiek speur ar c'hofigoù, e par an dilhenn pergen, oc'h isvollañ ar gavenn da geñver ar sistol betek he dispartiañ e div gambr, ur gambr gernel uswaskek hag ur gambr is-trapig iswaskek ; eznaou e-pad pell, e teu erzerc'h dre ur c'hevenkez hag ur migorvez, hag ez echu dre un andizh trumm ; anezhañ un naoued a orin hilel ; 5) ur furm anvollus (Gl.  forme oblitérante), anavezetoc'h dre an anvad enkalonennfo Löffler (sl.  endocardite de Löffler).

post-infarctus du myocardeDressler's syndromeazoniad dianangwazhiad kalon ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. Dressler : syndrome de ).

sténocardiestenocardiakevenkez g., kevenkez bruched, kevenkez kalon, kalonank g., glaz b. kalon, bruskost b., brennidost b. ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. angor, angor pectoris, angine de poitrine).

tachycardietachycardiaustead g. kalon, kalonustead ― Geriadur ar vezekniezh

Herrekadur talm ar galon da ouzhpenn 100 poulzad dre vunud. Bez' e c'hell bezañ reollec'hiat pe dec'hanet gant ur broudalf allec'hiat ezreol, kentezel, klomel, us- pe isklomel, uskofigel, kofigel.

valvulaires cardiaques : prothèses ∼valvular cardiac prosthesistrapigosodoù l. (g.) kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Trevnad kalvezadel desezet war an igorennoù kalon, gant amredad ezkorfel hag amkanet da gefleuniañ arc'hwelioù ar benvegadoù trapigel disleberet ha dazbidet. An trapigoù kalvezadel zo dre voullig, dre gantenn wint, dre askelligoù (sl. bioprothèse, hétérogreffe valvulaire).

vitesse moyenne de raccourcissement des fibres cardiaques ◊ ◊ tizh keitat berradur ar gwiennoù kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Ditourenn digonusted ar c'hofig kleiz e - doug lankad an diflistrañ. Emañ e dalc'h an argrezusted hag ivez ar goudekarg. Jedet e vez hervez ar reollun-mañ :

VCF = (DTD − DTS/DTD)/ Tej


Gant VCF : tizh keitat berradur ar gwiennoù kalon  ; DTD ha DTS, a getep : treuzkiz kehederel dibenn-diastol ha dibenn-sistol ar c'hofig kleiz ha Tej : padvezh an diflistr muzuliet adalek arhent ar gwask aortek. Dewerzhet eo an tizh e s -1 .