Feur kalkiom e plasma ar gwad, ent vonan 2,5 mmol/l (100 mg/l) ; diforc'hiñ a reer ur rann ionaet (57 %), ur rann lenet ouzh ar proteinoù (38 %) hag ur rann kediet ouzh an drenkenn gitrek (5 %).
Feur kalkiom el liñvenn benn-kein, ent vonan 1,29 mmol/l (51,5 mg/l), 1,20 mmol/l (48,1 mg/l) ionaet.
Feur kalkiom dioulet dre an troazh, ent vonan etre 1,25 ha 7,4 mmol/24 h (etre 50 ha 300 mg/24 h).
Iongan ma enank drezañ an ion Ca ++ er gellig (sl. canal ionique).
Feur reñverek ar c'halkiom er gwad, a stader e kleñvedoù an askornloezañ, er c'halkiomussug (usvitaminegezh D) hag en azoniad laezhalkaliek ; azonet e vez gant an anilboued, ar welvded, an treutadur, an asikted, an istantegezh, ar c'hweladoù hag an diabet heuz (sl. lait et des alcalins : syndrome du ∼ ).
Ezvevennañ reñverek kalkiom dre an troazh, stadet dreist holl en osteoporoz, en arskoedusvorc'h, en usvec'hiegezh vitamin D (usvitaminegezh D), en azoniad laezhalkaliek ; prouad ar c'halkiomdroazhvec'hiañ (Gl. épreuve de l'hypercalciurie provoquée) a c'hoarvez a studiañ krommenn an ezvevennañ goude ensinklañ gwazhiennel kalkiom : ar reñver ezvevennañ a erzerc'ha un hiperosteoidoz, an diouer un hipoosteoidoz (sl. hyperostéoïdose, hypo-ostéoïdose).
Izeladur ar feur kalkiom er gwad dindan 90 mg/l (2,25 mmol/l), stadet en arskoedisvorc'h hag en askornvlodad dreist holl ; leiadur rann ionaet ar c'halkiom eo a zevoud an dedaniezh (sl. calcémie, hypercalcémie, tétanie).