Heuliad gwezhioù elfennel erounezet gant un ijinenn evit kas da benn un haeziñ ar vemor.
Heuliad gwezhioù elfennel renet gant ur reizhiad e-doug un drovezh digemm.
Gwezhiadur haeziñ ar vemor a-geñver gant kadaviñ ur stlennad.
Bodad gwezhiadurioù ret da erounit un ditour.
Pad elfennel naouus da arc'hwelerezh un ijinenn.
Gwezhiadur haeziñ ar vemor a-geñver gant kaout ur stlennad.
Unanenn vuzuliañ an ijinenn, ur c'hor diazez ouzh he ober peurliesañ.
Kennevid un danvezenn borc'het e ser ar vestl, dassuget gant ar vouzellenn voan hag o tremen dre an avu en-dro (an halioù bestlel).
Ristennad dazgweredoù enzimatek sezet en avu dreist holl, o treuzfurmiñ an amoniak, dilerc'hiad nitrogenek pistriek, en urea dinoaz ; enno e kemer perzh an ornitin ; dazganet e vez hemañ e dibenn tennadoù ma tinod ar c'hitrullin hag an arginin ha ma vez dilaosket an urea.
Steudad dazgweredoù enzimatek e diabarzh ar mitokondri, o c'henel gremm dre ec'haozañ ar glukid ; diwar goerezh anaerat ar glukoz e tisoc'h an drenkenn laktek a ya da drenkenn biruvek ha, da heul, da aketilkoenzim A, elfenn a vez oksidet en he fezh e-pad ar c'hor : kendouesaat a ra da gentañ gant an oksalaketat da barañ ur c'hitrat ha, da heul ur widennad hir a zazgweredoù oksidañ, dazgenel an oksalaketat hag e se skoulmañ ar c'hor ; ereet eo hemañ, a du 'rall, gant argerzhioù kennevidel ma kemer perzh protid (amindrenkennoù) ha lipid ; hervez an tennadoù anezhañ e vez dilaosket CO₂, ion H + ha trenkenn adenozin-trifosfat (ATP), pennañ mammenn ar gremm er bevedeg.
En un argerzh korek, e c'hell amzervezh ar c'hor c'hoarvezout eus un heuliad amzervezhioù keit, ranngement da amzervezh ar c'hor ; kor muiek a vo graet eus an argerzh klok, kor leiek eus an anadennoù korek elfennel ouzh e ober. Da skouer, en ur voulerez dre gelorn, e vo trovezh ar c'hor muiek par d'ur c'hwelad gant ar c'helorn, trovezh ar c'hor leiek par d'ur skoad eus un arouezenn.
Kemalad trovezhiek anadennoù bevedourel (hormonel, gwiadel) piaouel d'ar vaouez adalek ar gaezouregezh betek ar paouez mizioù e-maez ar prantadoù bec'hiegi, angorzhet gantañ ar rakgougorfenn, ar vierezioù, an enkrozhenn, gwagrennoù gouzoug ar grozh hag ar gouin ; tri lankad a ya d'ober ar c'hor miziaouel : 1) al lankad follikulinel pe neradel, adalek fin ar mizioù betek ar vic'hadiñ, ma tec'han ar gonadostimulin A azvidigezh bolc'henn De Graaf, neridigezh kelligoù an enkrozhenn ha muiadur ar borc'hañ estradiol, 2) al lankad follikuloluteinel pe ragenneizhiadel, betek distro ar mizioù pe deroù ar vec'hiegi, ma c'hoarvez, dindan delanvad ar gonadostimulin B, ar vic'hadiñ ha parañ ar c'horf melen, treuzfurmiñ rakvec'hiegel an enkrozhenn ha borc'hañ kevret estradiol ha progesteron, 3) ma ne vez ket frouezhiget ar vi, al lankad mizliñvel, ar mizioù (sl. anoestrus, follicule de De Graaf, gonado-stimuline, nidation, oestral : cycle ∼, oestradiol, progestérone, oestradiol, progestérone).
Kemalad lankadoù erolet gant bolc'henn ar vierez e-doug 28 devezh ar c'hor miziaouel dre zelanvad hormonoù gonadwezher ar c'hougorfenn (sl. mens-truel : cycle ∼, oestral : cycle , oestral : cycle ∼ ).
Lankad gouennañ revel ar sporozoed. A-gevenep d'ar sporogoniezh emañ ar skizogoniezh pe kor skizogonek (sl. schizogonie).