Preder
dépressioniswask g. -où ― Geriadur ar fizik
hypotensionhypotensioniswask g. ― Geriadur ar vezekniezh

Leiadur ar gwask (talmerel, lagadel, enklopennel, h.a.) ; an termen iswask, arveret hep destier, a intenter evel iswask talmerel.

hypotension contrôléeinduced hypotensioniswask dereet ― Geriadur ar vezekniezh

Izeladur ar gwask talmerel gwezhiet e-kerz oberatadennoù surjianel 'zo (yoc'hennoù gwazhiedel en empenn, surjianerezh avendremmel) war-benn hepkoriñ ar gwadliñvoù treoberatael.

hypotension intracrânienne : syndrome de l'∼intracranial hypertensionazoniad an iswask enklopennel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad ar strafuilhoù nervel ha bredel dec'hanet gant leiadur ar gwask enklopennel e dianlen un dourisvec'h muiek, ur fuadur liñvenn benn-kein dre frinaouez pe un amdreugañ a 'l liñvenn benn-kein ; deraouiñ a reont dre ur gemmadenn neuzid, ur c'hlopennad, c'hweladoù, un dargud, alies ivez dre ur gwrester, un dourisvec'h ha strafuilhoù gwazhiedloc'hadel ; da eil e tarvez un arluz, glizi, peluzioù hag ur c'homa marvus war verr dermen ; an trepanañ-ezwanañ, en ur ziskuliañ an iswask er c'hambroù kostezel, a ro an tu da ensinklañ aer pe dileizhad kengrennek ha d'ober d'an azonoù steuziañ (sl.  déshydratation, dérivation du liquide céphalorachidien dans l'hydrocé-phalie, trépano-ponction).

hypotension orthostatiquepostural hypotensioniswask warsavel ― Geriadur ar vezekniezh

Kouezh ar gwask talmerel pa vezer war-sav, o tec'han a-wechoù trolern ha vaganad (sl.  Shy et Drager : syndrome de ).