Termen degaset gant Adler, oc’h aroueziñ dre-vras kement emzalc’h, derc’had, real o tiskouez en un doare kuzh pe goloet ar santad bezañ istalvoudek.
Sl. SENTIMENT D’INFÉRIORITÉ.
Hervez Adler, kentrader an termenoù-se, santad soliet en ur gwander organel gwerc'hel a strivfe an den d'e gempouezañ, gwikefre a ve en orin an holl neurozioù ; Freud a ziorzhas tezennoù ar raklenad organel hag an dianlenad hollek dre loañ santad an tru e-touez an azonoù neuroz.
Evit Adler, santad soliet en ur gwander organel gwerc’hel. Er gemplezh istalvoudegezh, e klask an den kempouezañ, gant berzh pe get, e fillidigezh. Seurt gwikefre, gouez da Adler, a c’hoarife ur roll en arbennelezh an holl vredanaezioù.
Hervez Freud, ne ve ket dre ret santad an tru a-geñver gant ur gwander organel. Ned eo ket un arbenn diwezhañ, hogen e intent a reer evel un azon.