Preder
iodeiod g. ― Geriadur ar gimiezh
iodeiodineiod g. ― Geriadur ar vezekniezh

Elfenn gimiek eus steudad an haluzennoù (arouez I, niverenn atom 53), bezant er metoù naturel, en dour mor pergen ; er bevedeg, e vez kennevidet gant ar skoedenn ; arveret er yac'hadurezh diavaez evit dilestañ, ha diabarzh evit prederiañ ar skoedusvorc'hegezh ; er Skinouriezh e talvez da aozañ gwezherioù Xdemer.

iode radioactifradioiodineiod skinoberiek, skiniod g. ― Geriadur ar vezekniezh

Er Vezekniezh e reer gant seurtadoù skiniod kalvezadel : a) an iod 123 (123I, 13,3 h hanterhoali), ec'hoder γ 159 keV, 159 keV, b) an iod 125 (125I, 60 d hanterhoali), ec'hoder γ 35 keV, o daou arveret en imbourc'hioù arc'hwelel, 35 keV, o daou arveret en imbourc'hioù arc'hwelel, c) an iod 131 (131I, 8,07 d hanterhoali), ec'hoder β - ha γ 365 keV, arveret ken evit erc'hwiliañ, ken evit prederiañ ar wagrenn skoed ; da geñver un darvoud derc'hanel hag ar riskl euveriñ skinoberiek dre an iod 131, e tiounezer d'ar boblañs en ardizh moustradoù iodidenn galiom war-benn tolc'hañ entoadur an iod er skoedenn. 365 keV, arveret ken evit erc'hwiliañ, ken evit prederiañ ar wagrenn skoed ; da geñver un darvoud derc'hanel hag ar riskl euveriñ skinoberiek dre an iod 131, e tiounezer d'ar boblañs en ardizh moustradoù iodidenn galiom war-benn tolc'hañ entoadur an iod er skoedenn.

iode : teinture d'∼, soluté alcoolique d'iode officinaltincture of iodine, week iodine solutiontentur  g. iod, dileizhed g. alkoolek iod liavonegel ― Geriadur ar vezekniezh

Dilester haluzennet e-touez ar re goshañ hag efedusañ en arver bepred dileizhet da 5 % en ur meskad dour-alkool.

NOTENN : Hag eñ ankewer, e chom boaziet an termen tentur iod hag e gevatalioù allyezh : La.  tinctura iodi, Al.  Jodtinktur, It.  tintura di iodio, h.a.

iodurieioduriatroazhvec'h g. iod, iodtroazhvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Feur an iod en troazh, uheloc'h gant ar vazdoveion ; daou seurt prouad an iodtroazhvec'hiañ (Gl.  test de l'i. provoquée) a vez embreget : 1) (Laroche) pa ensinkler iod dre ar wazhienn e vuia un troazhvec'h iod nebeutoc'h gant ar vazdoveion ; 2) (Trémolières ha Chéramy) an euvriñ eoul iodet a zelank un troazhvec'h iod pa vez reol feur al lipaz er sugoù koazhañ endra van aniodek an troazh en ezvezañs an enzim-se.