Preder
pancréatitepancreatitisilgreizfo g. ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn lemm pe henek an ilgreiz ; an i. lemm pe gourlemm, e dianlen emgoazhañ ar wagrenn, anvet ivez drama ilgreizel Delafoy pa zedroe gwechall d'ar marv dindan un nebeut eurvezhioù pe un nebeut devezhioù, a bareer hiziv en un degouezhioù dibaot bennozh da galvezderioù an defraouiñ ha d'ar surjianerezh pa vez kiriek ar c'hrouanegezh vestlel ; an i. goulemm, ken dramaek all en e zeroù, o tedreiñ gorrekoc'h dre zidorroù hag adfeilhoù etrezek an i. henek, naouus dre an treutadur herrek, an asikted, dardenn ar gellenn vestl ha strafuilhoù koazhadel diwar skorted an ilgreiz.

pancréatite chronique héréditairehereditary chronic relapsing pancreatitisilgreizfo henek hêrezhel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved treuzkaset er mod aotozomek trec'hek oc'h erzerc'hañ adal ar vugeliezh dre gaouadoù kof laurus hag adfeilhus ; en oadour e vez naouus dre arouezioù skorted ha razekadurioù en ilgreiz.