Mod dieraeziñ o tevoudañ war un dro steuz an eraeziñ hag ar genskiant.
Gwezherioù o tec'han an hun don, steuziadur an holl santerezhioù ha distenn an holl gigennoù ; daou rumm zo anezho, an dieraezerioù aezhidik pe d. enanalañ hag an dieraezerioù anaezhidik pe d. sankañ.
Klañvdi foran evit ar prederiadoù berrbad gant pe hep herberc'hiañ, ennañ, ouzhpenn gwazrannoù boas an ospitalioù (mezekniezh ha surjianerezh hollek, trummadoù, dieraeziñ ha defraouiñ, benevouriezh, amiegouriezh, skeudennerezh mezegel, imbourc'hva bevoniel) gwazrannoù arbennikaet, lakaet er-maez ar gwazrannoù gourarbennikaet (sl. hôpital).
Droukfell naouus dre erzerc'hadoù o tizhout ar c'horf a-bezh, dezhañ div furm : a) ar furm vuiek (droug bras, Gl. grand mal) anezhi koll kenskiant, kouezh ha strafuilhoù loc'hadel e rezh glizi en holl gigennoù rizennek : dargrezad ha boleadoù argrezadoù a-stroñs (barrad ustant-kridoù, Gl. crise tonico-clonique), war un dro gant direizhoù nervstruzhel : kalonustead, uswask talmerel, mabusvoll ; b) ar furm leiek (droug bihan, Gl. petit mal) ma renker an dianenn (Gl. absence), an droug bihan kridek (Gl. petit mal myoclonique), an droukfell anfiñvel hag an droukfell antantel (sl. absence, clonie, convulsion 2 , épilepsie akinétique, épilepsie atonique).
Mezeg oc'h embreger holl skourroù ar vezekniezh.
Kleñved dibaot, hêrezhel dre dreuzkas aotozomek enkilek, o teraouiñ d'ar gaezouregezh, naouus dre zouesadur ha tevadur an holl eskern ; en eskern hir, e vez barret kavenn ar mel gant usteñv kaenenn an dreuzenn ; amwask an nervennoù a-glopenn a zevoud a-wechoù dallentez ha bouzarded ; uhelaet eo er gwad feur ar fosfatazioù.
1 Diouer mezhur un organ o tec'han peurliesañ an dic'hwitadur anezhañ. 2 Diouer diorreadur ar bevedeg : eus olteñv ar grouell (Gl. hypotrophie foetale) e reer anv pa vez izel a-galz ar pouez ganedigezh ; eus olteñv ar vagadell (Gl. hypotrophie des nourrissons) pa stader un isvent savder-pouez (Gl. hypotrophie staturopondérale), isventekoc'h ar pouez eget ar savder (sl. atrophie, dysmature, hypertrophie).
Kleñved hêrezhel enkilek, dermatoz anadet d'ar c'hanedigezh, naouus dre un hiperkeratoz hollek oc'h amparañ ur grogen dev, kalet, skarillet, o c'hronnañ ar c'horf abezh, o stankañ an igorennoù, o herzel a fiñval, a zenañ pergen, o kas herrek d'ar marv gant an disvezhur, an angwent pe ar poreadur (sl. ichtyose).
Areg ergrafet evit gouleviñ nep rizh arloañ.
Embregouriezh astennet da holl skourroù ar vezekniezh ; abaoe 2004, ent lezennel e Frañs, emañ ar m. h. renket e-touez an arbennigiezhoù — nemet e talc'her da gevenebiñ hollegour hag arbennigour (sl. généraliste, médecin correspondant, médecin traitant).
Sur les cartes marines françaises, les altitudes terrestres sont exprimées en mètres par rapport au niveau de référence choisi pour le nivellement général de la France qui correspond à peu près au niveau moyen de la mer.
War ar c'hartennoù mor gall, e vez dewerzhet uhelderioù an arzremm dre vetroù e keñver al live daveiñ bet dibabet evit savverkerezh hollek Frañs dre ma klot tamm pe damm gant live etreat ar mor.
Rouestlad goulerc'hat a 'r sifiliz, naouus, ent neuziadurel dre un danijenn strewek ar c'hreizennoù nervel hag ar goloioù anezho gant bezañs Treponema pallidum er gwiadoù, ent klinikel dre zisleberadur argammedek ar meizerezh, un ambren (meurvreadezh) ha strafuilhoù nervel : luziadur ar gomz, maboù lagad distummet, kren an teod; dedreiñ a ra d'an envedi ha d'an andalc'hiadezh ; darvezout a ra ar marv dindan 3 pe 4 bloaz.
NOTENN : Da envel ar c'hleñved-mañ eo boaziek ar gerioù Gl. paralysie, Sz. paralysis, Al. Lähmung, evit da steuz al loc'hañ bezañ un azon a eil renk. Kinnig a ran ivez ober gant Br. seizi ha peluz. Ne 'm eus ket kredet terriñ an henvoaz, seul gent ma 'z eo dibaot kaer hiziv ar sifiliz “pervedel” (sl. syphilis).
Rann a 'r gleñvedouriezh o studiañ an elfennoù boutin etre an holl gleñvedoù (arbennoù, anafoù, azonoù) ha n'eo ket e stern kleñvedoù dibarek.
Dedalvezadur al livenndieraeziñ d'an holl wezhiadennoù embreget war ar penn, ar c'hef hag an izili, dre ober an ensinkladenn e liveoù uhel a-walc'h eus kanol ar mellkein.