Trevnad keweriañ o kevrediñ ur riñverez kemblac'hel hag un urzhiataer.
A-gent, hinienn evodet eus paradur kerent a spesadoù kevarall (mul, leporid) ; hiziv ez astenner an anvad da nep hinienn evodet eus paradurioù etre seurtadoù a 'n un spesad.
1 Evodet eus paradur kerent a ouennadoù kevarall. 2 Hinienn hiron.
NOTENN : Hiziv, ent skiantel, eo steuziet ar c'hemm lakaet etre “gouennadoù” e spesad an denion ha, war un dro, ar c'hemm etre ar c'healioù “hiron" (kerent a spesadoù kevarall, evel ar mul) ha “brizhouenn" (kerent a ouennadoù kevarall, evel ar mulâtre, ar métis, termenoù gallek oc'h emplegañ bezoud ur “ouennad wenn”) (sl. hybride).