Marv ar rizhell e-kerz sizhunioù kentañ ar vrazezded e dianlen ur gouskoevad kromozomel.
Furm ferennlug ma vez treuzkaset ar c'hleñved er mod trec'hek pe enkilek.
Teskad an doareennoù hêrezhel piaouel d'ur boblañs en ervez da zedreiñ en amzer hag en egor a-geñver gant an treuztiriañ hag ar meskañ.
Hentenn bivadiñ lezennvezegel o korvoiñ elfennerezh kemalennoù DNA anvonegus o tont eus leukokit, spergelligoù, h.a.
Elfennañ ar c'hemalennoù DNA bonegus evit anaout naouusterioù bevoniel un hinienn, war-benn dinoiñ anaezioù enkelat er grouell pe en nevezc'haned, diournat genennoù kleñvedus enkilek, h.a..
Kleñved diwar un dizurzh hilel, a zasparzher etre 4 stroll : 1) ar k. h. dre c'houskoevad kromozomel, eleze dre ezreolderioù c'hoarvezet da geñver ar meioz a-fet niver ha luniad ar c'hromozomoù, o tec'han kammneuziadoù ha dilerc'hegezh vred (azoniadoù Turner, Klinefelter, trizomiezh 21), 2) ar k. h. hêrezhel ungenennel, treuzkaset er mod mendelek aotozomek trec'hek (kleñved Steinert, korea Huntington), aotozomek enkilek (mukoviskidoz, drepanokitoz) pe revereet (hemofiliezh A), e dalc'h ur c'henenn gleñvedek, 3) ar k. h. mitokondriel, treuzkaset dre ar vamm, ereet ouzh an DNA ankromozomel (anteñv gweledel Leber, azoniad MELAS), 4) ar k. h. liesparennel pe liesgenennel (diabet a rizh 1, mellennarzfo tromaotus, kankroù ar vronn hag ar c'holon) (sl. maladie congénitale, maladie héréditaire, maladie par aberration chromosomique, mitochondriales : maladies ∼ ).
Teskad ar gen e kerz un hinienn (sl. caryotype, génome, génotype).
Kentañ degouezh hennadet ur c'hleñved hilel en un tiegezh, alf un imbourc'h tiegezhel.
Daskemm dasparzh ar gen o tec'han dinodadur genotipoù nevez. An adkevosodiñ hilel a zevoud un trevnadur eus an doareennoù hêrezhel en un urzh disheñvel diouzh an hini o revout gant ar “gerent”. C'hoarvezout a ra an adkevosodiñ hilel, ent dibarek, e-doug ar meioz (sl. kroazkemmañ Gl. enjambement).
Rev desavelet gant ar c'hromozomoù revel, bezañs daou gromozom X evit ar rev venevel, hag ur c'hromozom Y hag ur c'hromozom X evit ar rev c'hourevel.
Enaoz ur polipeptid dre ezvonegañ (treuzodiñ) ar c'hemennad hilel douget gant an RNA kannad. An eil lankad eo eus treuzkasadur an hilstlennad, an hini kentañ o vezañ an treuzskrivadur.