1 O heudiñ. 2 (Kimiezh) elfenn en araez da leiaat pe da astaliñ gwered un danvezenn vevel, da c'horrekaat pe da herzel un dazgwered (enzimatek da skouer) en ur venel anked ; (Bevedouriezh, Bredoniezh) elfenn, parenn o c'hevennañ pe oc'h astaliñ embreg an arc'hwelioù kreudel (nervel, loc'hadel, santadel, enzimatek, molekulel, h.a.) pe bredel (kefredel, kantaezel, revel, h.a.) (sl. amplificateur, catalyseur, inducteur³, inhibition).
Parenn wrezstabil, unan eus hanteradoù dourennel hezileizh an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; dilaosket e vez gant al leukokit a-ziastok an antigen ez int kizidikaet outañ (tennad kentañ, spesadel) ; en un eil tennad, anspesadel, e wered war ar c'helligoù douger pe get d'an kez antigen, o tazgludañ ar c'helligoù unkraoñellek engwazhiedel ha tregenkat.
Anvad rumm an danvezennoù oc'h enebiñ ouzh an enzim-se ec'haozus d'ar monoaminoù ; anezho enepgouvideier efedus, diaes da arverañ avat en askont d'ar barradoù uswask grevus delanket dre o c'henvezañs er bevedeg gant bouedoù a zo tiramin enno (keuz, bananez, soja) (sl. monoamine).
Polipeptid paret en ilgreiz, o skoilhañ ouzh gwered an enzimoù proteolitek (tripsin, kimotripsin, fibrinolizin) ; mirout a ra ouzh ar fibrin a zileizhañ dindan delanvad ar fibrinolizin ; diounezet e vez ouzh ar fibrinloezañ lemm hag an ilgreizfo lemm gwadliñvus.
Polipeptid a zo ar gwad- hag an troazhvec'h anezhañ o kreskiñ e-kerz an ilgreizfoioù hag e-doug dedro lies yoc'henn goazhadel ha benevouriel (sl. marqueurs tumoraux).