Preder
dimérie, hérédité bifactorielle ou digénique ou dimériqueheredity twofactorhêrelezh b. divbarenn ― Geriadur ar vezekniezh

Hêrelezh ma vez desavelet pep hini eus an arouezioù bonan pe gleñvedel dre wered unvan div c'henenn drec'hek pe daou goublad genennoù enkilek (sl.  polymérie).

héréditéheredityhêrelezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Treuzkas dre ouennañ doareennoù erzerc'haet pe get ; emañ an doareennoù hêrezhel a-zalc'h ouzh ar gen, loet er c'hromozomoù.

hérédité autosomiqueautosomal heredityhêrelezh aotozomek ― Geriadur ar vezekniezh

Treuzkas un doareenn a-zalc'h ouzh ur c'henenn loet en un aotozom (kromozom anrevel) (sl.  hérédité liée au sexe).

hérédité collatérale, collatéralitécollateral inheritancehêrelezh b. kevelac'hadel ― Geriadur ar vezekniezh

Bezañs gant un den eus doareennoù bezant ivez gant kevelac'hourion (tud dezho un diagentiad boutin gantañ) (sl.  maladie familiale).

hérédité convergentebiparental inheritancehêrelezh a zaou berzh, hêrelezh daouberzh ― Geriadur ar vezekniezh

Bezañs gant un den eus doareennoù treuzkaset war un dro gant an tad ha gant ar vamm.

hérédité croiséecrisscross inheritancehêrelezh a-eilrev ― Geriadur ar vezekniezh

Treuzkas an doareennoù hêrezhel eus ar vamm d'he mab pe eus an tad d'e verc'h.

hérédité directe ◊ ◊ hêrelezh a-genrev ― Geriadur ar vezekniezh

Treuzkas eus an doareennoù hêrezhel eus ar vamm d'he merc'h pe eus an tad d'e vab.

hérédité dominantedominant inheritancehêrelezh trec'hek ― Geriadur ar vezekniezh

Treuzkas un doareenn drec'hek.

hérédité liée au sexesex-linked heredityhêrelezh revereet ― Geriadur ar vezekniezh

Treuzkas un doareenn a-zalc'h ouzh ur c'henenn loet war ar parzh ankevelep eus ur c'hromozom revel (eleze kevarall etre ar c'hromozomoù X ha Y) ; un doareenn enkilek eo peurliesañ, oc'h anadiñ gant ar paotr, hag o chom mut gant ar plac'h, pa sour war ar c'henenn he allelenn drec'hek loet war ar c'hromozom X all ; e se, e vez hevelep regoù hêrezhel (da skouer an daltonegezh pe an hemofiliezh) treuzkaset gant ar merc'hed hag erzerc'haet gant ar baotred (hêrelezh trevenevel, Gl.  hérédité diagynique) (sl.  caryotype, diagynique, hologynique).

hérédité maternelle ou matrocline, matrocliniematernal inheritancehêrelezh vammduat, mammduadezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Bezañs gant ar vugale eus doareennoù o tont an holl pe dost digant ar vamm.

hérédité paternelle ou patrocline, patrocliniepaternal inheritancehêrelezh tadtuat, tadtuadezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Bezañs gant ar vugale eus doareennoù o tont an holl pe dost digant an tad.

hérédité récessiverecessive inheritancehêrelezh enkilek ― Geriadur ar vezekniezh

Treuzkas un doareenn enkilek (sl.  récessif).

polymérie, hérédité polymérique ou polyfactorielle ou polygéniquepolymeryliesgenhêrezh b., hêrelezh liesparenn ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad hêrelezh hevelep m'emañ pep hini eus an doareennoù reol pe ezreol a-zalc'h ouzh lies genenn (sl.  hérédité, dimérie, monomérie, polygénique).