Preder
héparineheparinheparin g. ― Geriadur ar vezekniezh

Enepkaouleder naturel, eus stroll ar mukopolisakarideier, bezant e-barzh holl wiadoù ar bevedeg, en avu hag er c'higennoù pergen ; e zouhenniñ a reer eus skevent an oc'hen hag eus glaourgenn pervez ar moc'h hag e ziounit dre hent dangroc'henel pe engwazhiennel evit ergurañ pe gurañ an trombozioù ; ezniñvañ a ra parennoù ar c'haoulediñ dre hantererezh ur protein, an trombindolc'her III : enebiñ ouzh furmidigezh an tromboplastin, an trombin hag ar fibrin, heudañ ar parennoù XIII ha X ha herzel ouzh glenañ ha dazañ ar pladanoù (sl.  anti-Xa, anticoagulant, antithrombine).

tolérance à l'héparine in vitro : test de ∼Waugh-Ruddick testprouad g. gougemer ouzh an heparin in vitro ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad oc'h andalañ, in vitro, kaouledusted vloc'hel ar gwad. Lizh da J.-P. Soulier : “Ar prouad a c'hoarvez a vuzuliañ padoù kaoulediñ pevar standilhon 0,5 mL an un plasma oksalatet hag adrazekaet e diraez a) 0 ; b) 0,3 ; c) 0,7 ha d) 1 unanenn heparin dizolc'het e 0,1 mL dileizhad kengrennek”. Azdodiñ heparin a laka an dazgwered da vezañ kizidikoc'h dre c'horrekaat ar buanez kaoulediñ ha dre greskiñ ar forc'hadoù etre ar gwerzhadoù bonan hag ar re gleñvedel. An kez pad, keñveriet atav ouzh hini ur plasma test a verra e degouezh tromboz, a hira e degouezh olpladanoù ha, dreist holl e degouezh hemofiliezh. Ar prouad a gevaraez heuliañ disoc'hoù ar mezegadurioù enepkaoulediñ.