Teul o vont gant ur goulev evit aesaat an arver pe an hizivaat anezhañ.
Sl. [dossier d'application, kenster]
Teuliad a zo ennañ dezrevell ar gudenn, deskrivadur hentenn an diskoulmañ, dezrann an diskoulm, an treugennadoù hag an treolioù arveret, an despizadurioù arc'hwelel.
Teul o vont gant ur goulev, o teskrivañ aozioù an arver anezhañ. Pourchas a ra peurgetket listenn ar restroù pennañ arveret hag an treugennadoù da engwezhiañ. Emañ seurt teul en erdu koskor korvoiñ ur greizenn riñverezh.
Teul o vont gant ur goulev, ennañ dezrann an arload, framm ar goulev, anv ha roll an argemmennoù arveret, luniad ar roadennoù, ar c'heweriadoù engwezhiet ; emañ en erdu ar rann goskor a zo en he c'hefridi skrivañ, kevrikaat, trezerc'hel ha hizivaat ar goulevioù.