Preder
résistanceresistance1 herzel bn. harz- ; harz g., harzder g., harzded b., harzusted b. 2 harzded b. 3 harz g. 4 harzell b. -où ― Geriadur ar vezekniezh

1 sl. -resist-. 2 Ent resis tredanharzded (Gl. résistance électrique), mentenn o verkañ eneberezh ur reell ouzh tremen ar red tredan. 3 Ent resis tredanharz, mentad termenet evel rannad ar barr dre ar read (R = UI -1 ), dewerzhet en omoù (Ω). 4 Parzh un amred tredan, dezhañ ar perzh herzel ouzh ar red tredan.

résistance bactérienne aux antibiotiques ◊ ◊ harzusted ar bakteri ouzh ar bevastalerioù, bevastalharzusted bakteriel ― Geriadur ar vezekniezh

Perzh ar bakteri da badout ouzh ar bevastalerioù, a c'hell bezañ enganet (pe naturel) pe arzeuat diwar hirziastok. En degouezh diwezhañ-se e tisoc'h eus daskemm trumm, a-zarvoud, un hanrann gromozom bakteriel (dargenañ). An dargened harzus diwanet evel-se a yelo war neriñ, tra ma steuzio ar bakteri kizidik ouzh ar bevastalerioù dindan wered ar mezegadur (diuzadur). Kel zo eus harzusted kromozomel : daskemmet eo ar vukenn a veze tizhet betek henn gant ar bevastaler. — Un eil doare harzusted, paotoc'h hiziv an deiz (70 % eus an degouezhioù), a vez graet harzusted plasmidel pe harzusted treuzkasadus (Ochiai hag Akika, 1960) anezhañ, pa vez treuzkaset eus ur bakteri d'unan all an harzusted ouzh ar bevastalerioù gant plasmidoù 'zo, plamidoù an harzusted. — Un trede gwikefre zo : leiadur hedreuzded ar bakteri ouzh ar bevastalerioù. (sl. plasmide, facteur R).

résistance des érythrocytes à la chaleur : test de ∼ ◊ ◊ prouad g. harzusted an eritrokit ouzh ar wrez ― Geriadur ar vezekniezh

Studi keverata ar gwadloezañ er gwrezverk ordinal hag e 37°C en tesaer. Evit ar c'houziviaded tizhet gant kleñved Marchiafava-Micheli ez eo ar gwadloezañ herrekoc'h er wrez : deraouiñ a ra hogos diouzhtu, tra ma ne grog evit ur gwad bonan, en amveziadoù heñvel, nemet etre ar 72vet hag an 90vet eur.

résistance globulaire : épreuve de la ∼erythrocyte fragility testprouad g. harzusted an hemati ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad a gevaraez andalañ harzusted ar c'helligoù ruz ouzh an danvezennoù gwadloezus. Dasparzhañ a reer ar gwad e korzennoù, enno dileizhennoù NaCl dezho bec'hioù war zigresk (eus 0,90 g da g da 0,30 g %). Notañ a reer an dileizhenn ma krog an hemoglobin da skignañ (gwadloez deroù pe izegenn, ent reol etre g %). Notañ a reer an dileizhenn ma krog an hemoglobin da skignañ (gwadloez deroù pe izegenn, ent reol etre 0,46 ha ha 0,44) hag an hini ma emañ ar gwadloez en e glokañ (gwadloez uc'hek, ent reol ) hag an hini ma emañ ar gwadloez en e glokañ (gwadloez uc'hek, ent reol 0,34). Lavarout a reer ez eo ). Lavarout a reer ez eo kresket an harzusted, pa na grog ar gwadloez nemet goude an dileizhenn 0,42 (ikterioù 'zo) ha (ikterioù 'zo) ha digresket (breskted ar c'helligoù ruz), pa zeraou a-raok an dileizhenn 0,48 (ikter gwadloezadel). (ikter gwadloezadel).

résistivitéharzusted b. ― Geriadur ar fizik