Preder
résistanceresistance1 herzel bn. harz- ; harz g., harzder g., harzded b., harzusted b. 2 harzded b. 3 harz g. 4 harzell b. -où ― Geriadur ar vezekniezh

1 sl. -resist-. 2 Ent resis tredanharzded (Gl. résistance électrique), mentenn o verkañ eneberezh ur reell ouzh tremen ar red tredan. 3 Ent resis tredanharz, mentad termenet evel rannad ar barr dre ar read (R = UI -1 ), dewerzhet en omoù (Ω). 4 Parzh un amred tredan, dezhañ ar perzh herzel ouzh ar red tredan.

résistance électriqueharzded b. ― Geriadur ar fizik
résistance vasculaire ◊ ◊ harzded b. a 'r gwazhied ― Geriadur ar vezekniezh

Nerzh oc'h enebiñ ouzh diver lanv ar gwad er gwazhied. Jedet e vez diwar gwerzhadoù ar gwaskoù er gwazhied ha kas ar galon. Emañ harzded amred an talmerennoù trobarzh etre 1 000 ha 1 500 unanenn Wiggers ; hini amred talmerel ar skevent ( pe harzded talmerel skeventel ) a sav da 350 unanenn evit an harzded skeventel hollel (evit an amred bihan pe amred skeventel ) ha da 100 unanenn evit harzded skeventel an talmerennigoù (er gennad talmerennigel rakkorrwazhiedel). An unanenn Wood a glot ouzh un diforc'h gwask 1 mmHg evit ur c'has 1 mL/s ha kevatal eo da 80 unanenn Wiggers.