A-zivout ur bevedeg er stad a hangae.
Treuzkas gouzañvat d'ur bevedeg an hangae ouzh un antigen diwar-bouez kelligoù hangaec'hougonek bev (limfokit toazonamplegat pe limfokit T) douger an antikorf azas (sl. immunothérapie).
NOTENN : Kemm a lakaer etre an hangaeañ gouzañvat debaret dre ensinklañ ur gwadveiz spesadel (hangaeañ gouzañvat dourennel, Gl. immunisation passive humorale) hag an hangaeañ herberc'hiat debaret dre ensinklañ kelligoù hangaec'hougonek bev o tont eus ur roer hilunglad (h. gouzañvat kelligel, Gl. i. passive cellulaire) (sl. facteur de transfert).
1 Perzh a zo gant hiniennoù 'zo da vezañ salv diouzh nep anaez pa vezont en ardizh ur gwezher kleñvedel (bakteri, kelligoù pe o borc'hadoù, proteinoù, h.a.), gantañ roll un antigen ; an h. a c'hell bezañ pe naturel, enganet, pe arzeuat hag, en degouezh-se, pe emdarzh, da heul ur pore (hemañ erzerc'h pe amguzh), pe devoudet gant un ober yac'hadel ; an h. devoudet a lavarer oberiat pa erwezh ar bevedeg dre zanzen e unan an danvezennoù difenn ouzh ar gwezher kleñvedel (vaksinadur), ha gouzañvat pa zanzeer ermaez anezhañ an danvezennoù hangaeüs a-raok o diounit (gwadveizyac'hadur). 2 Dre astenn ster, gant aozerion 'zo, nep bezañs antikorfoù en ur bevedeg, ha pa ve e disoc'h un erwezh difenn (hag int gwarezus enta), pe diwar ur c'henniñv antigen-antikorf (hag int gwazhus) ; neuze ez a an termen hangae kenster da hangaeadur (Gl. immunisation 1), allergiezh (hangaeallergiezh), dreistkizidigezh ; kemm a lakaer etre a) an hangae (dre handizh) dourennel pe h. hogozek pe h. yalc'hamplegat (Gl. immunité (à médiation) humorale pe i. précoce pe i. bursodépendante), an hini paotañ, diwar ar vezañs er gwadveiz eus antikorfoù amredat (immunoglobulinoù) borc'het gant al limfokit B hag ar plasmokit, b) an hangae (dre handizh) kelligel pe h. ampellet pe h. toazonamplegat (Gl. immunité (à médiation) cellulaire pe i. retardée pe i. thymodépendante), araezet dre al limfokit T kizidikaet ent spesadel ouzh un antigen a zistrujont dre gelligpistriañ a-ziastok pe dre zilaoskiñ hanteradoù anspesadel, al limfokinoù (erwezh distaol an imboud, erwezh imboudenn ouzh ostiz, erwezhioù dreistkizidigezh ampellet, h.a.) (sl. cellules immunocompétentes, immunitaire : système ∼ ).
NOTENN* : Kent 2020 e kaver war load an ABY despizadur an hangae stroll (Gl. immunité collective, immunité de population Sz. herd immunity) : “An hangae stroll zo ar gwarez ameeun enep ur pore a c'hoarvez pa vez ur boblañs hangaeet pe dre ar vaksinadur, pe dre an hangae amparet dre ur poreadur kent.” E 2020 e kemme an ABY e load hag e kaver an despizadur nevez : “An hangae stroll — pe hangae poblañs — zo un argraf arveret evit ar vaksinadur, ma c'hell ur boblañs bezañ gwarezet enep ur viruz roet mar bez tizhet ur gwehin vaksinañ. An hangae stroll a vez amparet dre wareziñ an dud diouzh ur viruz, hep o lakaat en ardizh anezhañ.” Diverket eo bet keal an hangae naturel, gant an amboaz liammañ vaksinañ ha hangaeañ (sl. immunisation).
Hangae amparet goude ur pore lemm hag o trebadout pell amzer goude ar pare.
Stroll erzerc'hadoù klinikel a rizh foel arsellet goude un nebeut sizhunvezhioù eus ur mezegadur enepretroviruz gant ur gouziviad tizhet gant an haza ha hangaeastalet kenan, pa adkresk bec'h al limfokit CD4. M. A. French a zigemm anezho ur seurtad poreel kentrat, terzhiennel, arsellet gant ar gouzrec'h kenboreet (Mikobakteri, kitomegaloviruz) ha daou seurtad diwezhat, sarkoidozek hag a rizh unanhangaeel