Ezvezañs ar borc'hañ halv (sl. xérostomie).
Reñver ar borc'hañ halv, betek 4 pe 5 litr, lakaet er-maez an halv lonket. Arsellet e vez an h. e lies neuroz, er vec'hiegi, e anafoù nervel 'zo (seizi gweuz-teod-garloc'henn, seizi an dremm, h.a.), er genaoufoioù (an hini bevargantel pergen).
Liñvenn alkaliek boull, frontek, borc'het gant ar gwagrennoù halviñ, enni dour, mukin, albumin, ptialin, globulinoù, karbonatoù ha fosfatoù alkaliek, sulfokianat kaliom ha toksinoù 'zo. An halv a dalvez da c'hlebiañ ha da vlotaat ar boued, o kevaraezañ evel-se ar chaokat ha, bennozh d'an enzim a zo ennañ — ar ptialin —, e treuzfurm an ampez e dekstroz ha maltoz.