Preder
arbretreegwezenn b. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Luniad urzhazek etre elfennoù stlenn diseurt. Ar bennelfenn, anvet gwrizienn, a ro an tu da ziraez an holl re all diwar-bouez un ezrevell. Nep elfenn eus ar wezenn, e-maez ar wrizienn, zo merc'h d'un elfenn all, ha da unan hepken ; diouti e teu un pe lies iswezenn da verc'h(où), pe n'he deus merc'h ebet, hag an anv delienn a roer dezhi neuze. Urzhiet a lavarer ez eo ur wezenn en ur mod erolañ lavaret pa gempleg an holl elfennoù ezrevellet d'un daveadur urzhiañ.

arbregwezenn b. -où ― Geriadur ar jedoniezh
arbre binairebinary treegwezenn daouredel ― Geriadur ar stlenneg

Gwezenn a vez da bep elfenn anezhi mann, unan pe ziv verc'h d'ar muiañ. Klok e lavarer ez eo ur wezenn daouredel pa vez div verc'h da bep hini eus he elfennoù, lakaet er-maez an deliennoù.

arbre binairegwezenn daouredel ― Geriadur ar jedoniezh
structure en arbre, arborescence, structure hiérarchiséetree structureluniad gwezenn, gwezennad g. ―où, luniad urzhazek ― Geriadur ar stlenneg

Luniad listenn ma vez e-barzh he elfennoù poenterioù war listennoù all.