Une voile qui reste roulée ou ferlée à poste, doit être protégée contre l'action des ultraviolets par un taud ou une bande de protection.
Ur ouel o chom a-stael, rolledet pe farleet, a ranker diwall diouzh gwered ar skinoù dreistmoug dre un telt pe ul lurell wareziñ.
En planche à voile, on doit contrer l'action de la voile non à la force du dos mais à la force des bras.
War blanken, e ranker herzel ouzh gwered al lien nann a-nerzh kein, hogen a-nerzh brec'h.
Pour gouverner un bateau qui cule, le barreur devra inverser la barre, car l'action de l'eau s'exercera sur la face arrière du safran.
Evit leviañ ur vag war gilgerzh, e ranko ar sturier lakaat ar baol a-c'hin, rak ouzh tal adreñv al lev eo e vo arloet an dourwezh.
Le voilier est au près, parfaitement équilibré : la force aérodynamique et la force hydrodynamique sont alignées, le bateau conserve son cap en l'absence de toute action sur la barre.
A-gloz emañ ar gouelier, ha peurgempouez ; emañ areeun an nerzh aerwezhel hag an nerzh dourwezhel, al ligorn a chom digemm, kuit a bep gwered war ar baol.
Lorsqu'une voile est laissée libre, elle fait girouette et s'oriente dans le sens du vent, claquant sous l'action des forces latérales causées par le décollement des tourbillons alternés.
Ur ouel lezet dieub a ra evel ur wiblenn, o treiñ hervez roud an avel hag o stlakañ dindan wered an nerzhoù a-stlez devoudet gant dic'hlenadur pebeilet an troennoù.
Kresk an dispign gremm a-geñver strizh gant natur ar maguzennoù euvret.
Termen arveret gant Freud e Brastres ur vredoniezh (Entwurf einer Psychologie, 1895). Daou zoare en deus ar bevedeg da ziskargañ ar broudadoù endeuat :
— pe diouzhtu, diwar-bouez erwezhiadoù anspesadek (from, garmoù, h.a.), a zo ur respont digevazas ha na zireont ket ar broud ;
— pe diwar-bouez ur gwered spesadek, kevazas, o tiren an tennder.
Evit ma ve kaset da benn ar gwered spesadek, e rank bezañ un ergerc’henn spesadek hag un niver amveziadoù diavaez (degas boued da skouer mard eo an naon an ezhomm). Evit ar vagadell, en askont eus he ankalez orin, ez eo ar skoazell diavaez an amveziad kentañ diziouerus da walc’hadur an ezhomm. E-se e lak Freud an termen gwered spesadek da aroueziñ ken teskad ar gwezhiadoù ez eo drezo kaset an ober-gwalc’hañ da benn, ken an emell diavaez, ken an daou war un dro.
Ampleget eo ar gwered spesadek gant ar buhezad boziañ.
Dilec'hiadur krommenn digediañ an oksihemoglobin dre zelanvad ar parennoù o c'hoari war grafusted an oksigen ouzh an hemoglobin ; e se, muiaat a ra ar grafusted — ha dilec'hiañ war gleiz ar grommenn — pa izela ar gwrezverk hag ar gwadvec'h dioksidenn garbon ha pa leia ar pH.
Daskemm talm ar froum paket pa loc'h mammenn ar froum e-keñver ar paker ; dedalvezet e vez gant ardivinkoù mezegel evit muzuliañ tizh loc'hañ elfennoù 'zo eus ar bevedeg, herr ar gwad er gwazhied pergen.
Une aulofée incontrôlable peut se produire même lors d'un virement lof pour lof correct si l'écoute de grand-voile se trouve coincée quelque part ou même sous le simple effet d'une vague.
Un drelofadenn anreoladus a c'hell c'hoarvezout diwar ar skout bras sac'het tu bennak pe diwar ur wagenn zoken, ha pa ve al lanvadenn renet mat.
Gwered lianiñvel leteñvel ouzh hini ar muskarin (alkaloid bezant e foue pistrius 'zo), anezhañ gorrekaat tead ar galon, frankaat an talmerennigoù, izelaat ar gwask talmerel, ober argrezañ ar pervez hag ar bronkez, muiaat ar borc'herezhioù ; an disoc'h eo eus fraouaerezh ar buzerioù muskarinel, heñvel ouzh gwered ar fraouaat goudekangrennel parasimpatek (sl. choli-nergie, muscarinien : syndrome ∼, récepteur muscarinique, récepteur muscarinique).
Gwered lianiñvel kemplezh war ar juntad nervenn-kaher ha war azhentoù kangrennel an nervreizhiad emrenek, leteñvel ouzh hini an nikotin war ar buzerioù nikotinel : d'an doenadoù izel, gwered n. fraouaat (Gl. effet n. stimulant) war ar sinapsoù kangrennel (ustead kalon, uswask, elanal, mabusvoll, buanaat an amdonnegezh) ; d'an doenadoù uhel, gwered n. gouzizañ pe kangrenndolc'hañ war an nervreizhiadoù parasimpatek da gentañ ha simpatek (Gl. effet n. dépresseur pe ganglioplégique) (sl. gan-glioplégique, récepteur nicotinique).
A-gevenep da plakebo (sl. placebo), asvan lia o kaout gweredoù ul lia gwir dre ur wikefre vredel, ez arouez nokebo un asvan lia a zeu diwarnañ gweredoù displijus pe noazus dre berzh un emell eus bred ar gouziviad.
Tredanvarr treledet a-hed un akson pe ur gaherwienn dindan gwered un tredanfraouadur dezhañ ur read spirus (gwehin).
Tremen er gwazhiennoù skevent eus ur c'hementad bras pe vrasoc'h a wad anoksigenet, diwar zreistpad amred ar gwad e korrwazhied ar skevent en un taread angwentet eus ar skevent, da skouer da heul ur skoilh er bronkez pe er c'horrvronkez. Diwar an aoz ezreol-se e tisoc'h ul leiadur eus peurvec'hiadur ar gwad en oksigen en amred bras, en ervez da gas d'an oloksigen ha da skorted dehou ar galon.
Rizh transistor arveret evel trec'haoler kemblac'hel.
Amstrewiñ al luc'h gant rannigoù en arlug en ul liñvenn pe un aezhenn. Arveret e vez ar c'halvezder-se evit imbourc'hiñ kambr araok ar voull lagad.
1 Ardivink a dalvez da jediñ kas ar gwad en ur wazhenn hever dre vuzuliañ ar c'hemm gwask a-raok ha war-lerc'h ar strishadur. Buanadur ha muiadur gwask devoudet en un heverenn dre ur strishadur.
Muiaat ar gwask talmerel gant ar c'houziviaded fromidik en amveziadoù an imbourc'h mezegel.