Lavnenn bevarc'hornek diadreuz a steuñvenn wenn diwar groazigellañ ar gwiennoù o tont eus an nervennoù gweled hag o vont dre ar stiradoù gweled d'ar bluskenn gilpenn.
Ledangwel diunsko, ensko pe ezsko, kemparzhek pe digemparzh, kevret a-wechoù gant un tizhad eus an nervenn weled, diwar un anaf e gweltre ar gweled, peurliesañ e dianlen ur yoc'henn, pe yoc'henn nes-dibr, pe yoc'henn ebarzh-dibr o fregañ kelc'hspeurenn an dibr turkek, pe gliom ar gweltre.
Kevreted ur skotom kreiz loet diouzh tu an anaf hag un divigad trobarzhel a-ividig a-eiltu, naouus d'un anaf e glin ar gweltre, lec'h ma kroazigell ar gwiennoù gweled.