Digenurzh o lakaat diaes ren fiñvoù azas dindan reolerezh ar gweled hepken.
Seurtad isteñv a 'n div nervenn weled, familhel a-wechoù, o teraouiñ er vabaniezh ; kevret alies gant ar ferennlug ganedigel, un azoniad pikernennek, an ankedre hag an dilerc'hegezh vred ; treuzkaset e vez peurvuiañ er mod enkilek.
Nervennaoued gweledel drek-boull hêrezhel treuzkaset er mod enkilek revereet, o tizhout ar wazed yaouank, naouus ent klinikel dre ul leiadur argammedek a 'r gweled gant skotom kreiz, ent neuziadurel dre ur gouliñv a 'r vegenn o tedreiñ etrezek an isteñv gweledel ; ur c'hleñved an DNA mitokondriel eo.
Kernad naouus dre anadennoù gweledel dibarek (skotom fulennek, Gl. scotome scintillant) o tiaraogiñ ar glopennost.
Kevreted ul livennvelfo strewek, lemm peurvuiañ hag, o tedreiñ war lerc'h, en ur ser pe a-raok un nervennfo gweledel, laurus hogos bep tro, erzerc'h ent klinikel dre un treuzseizi hag un dallentez ; anaez marvus a-wechoù, peurliesañ oc'h argizañ gorrek, sellet gant aozerion 'zo evel ur furm lemm a skleroz strewek.
Anvad genadel anaezioù an nervenn weled : 1) ar glaokomoù, 2) an anaezioù anglaokomatus : e-touez ar re-mañ e tiforc'her a) an tizhadoù foel, divielinaus (pe nervennfo gweledel, Gl. névrite optique, Sz. optic neuritis), sk. : skleroz strewek, b) an nervennaouedoù heskwadel araok lemm (Gl. neuropathies ischémiques antérieures aiguës), sk. : kleñved Horton, arterioskleroz, diabet, c) dibaotoc'h, an n. pistriel, daraezel, amwaskel, hêrezhel.