Kanol askornek furmet gant gwriziennoù askell vihan ha korf ar genneg, enni nervenn ar gweled ha talmerenn al lagad.
Rann eus ar bluskenn empenn a-geñver gant ar gweled, anezhi al leur rizennek (leur 17 Brodman), lec'h enodiñ an arhentoù gweledel e difourk ar saezhennadur a-weled, al leurioù tro-rizennek ha lez-rizennek (leurioù 18 ha 19) ma vez keweriet an arhentoù.
Lavnenn bevarc'hornek diadreuz a steuñvenn wenn diwar groazigellañ ar gwiennoù o tont eus an nervennoù gweled hag o vont dre ar stiradoù gweled d'ar bluskenn gilpenn.
Aoz ar gweled pa vez izel ar gouloù ; e hevelep amveziad ez eo al liv glas a vez merzhet ar gwellañ (sl. photopique, scotopique).
Tanijenn nervenn ar gweled loet en adreñv d'ar voull lagad, a-gevenep da dizhadoù ar vegenn.
Eraezusted al luc'hsae, a-geñver gant ar gweled deiz, eleze dreist da 10 nit sked (sl. mésopique, scotopique).
1 Embreg skiantenn ar gwelout ; perzh al lagad da verzhout ar gouloù, al livioù hag ar stummoù. 2 Trezerc'h gweledel.
Luniadoù nervel treuzkas o ren an eraezadenn weledel eus al luc'hsae d'an dolbezenn gilpenn, anezho : kranennoù kelligoù kangrennel al luc'hsae (eil neuronenn) o vont da amparañ an nervenn weled, gweltre ar gweled, stirad ar gweled ; ar gwiennoù-se a vo azhentet e par ar c'horf glinek kostezel, ma teraou an trede neuronenn, ar gwiennoù anezhi oc'h amparañ ar saezhennadur a-weled hag o tib enni ñ war div vriell an nant kentrevnek. Imbourc'h ar forzhioù gweled a vez graet diwar-bouez disoc'h ar gwelvaez, ar barroù dianfraou gweledel hag ar c'hwilerluniñ.