1 Imbourc'h ur gouziviad baleat gant ur mezeg en e guzulva. 2 Kevareizhad etre lies mezeg a-zivout un degouezh kemplezh. 3 Stavell ma ro ur mezeg e guzuliadennoù (sl. cabinet d'équipe, cabinet de groupe). 4 En un ospital pe en ur c'hlinik, gwazrann ma tegemerer ar guzuliadourion diavaez.
1 Kefridi, labour kaset da benn gant un trevnad tud, ensavadurioù, evel da skouer gwazerezh foran an ospitalioù, ar gwazerezh gwared er gêr. 2 Gougor pourchaset, da skouer gwazadoù ur mezeg, ur glañvdiourez. 3 Rummad gougorioù kinniget da arveriaded gant un aozadur hag ivez, ar framm e unan. E-se e vo komzet eus aveadurioù ha gwazadurioù ur c'huzulva stroll, eus gwazadur ar bank laezh, eus gwazadur arouelioù klañvdiour. 4 Rann en un diazezadur, un ospital, da skouer : gwazrann guzuliañ diavaez, gwazrann degemer, gwazrannoù arbennikaet ha gourarbennikaet. Pep gwazrann zo en e benn ur penn gwazrann. Komzet e vo ivez eus gwazrann mezekniezh diabarzh, gwazrannoù surjianerezh, h.a 5 erziwezh ez eo ar gwazva al lec'h ma emañ ar gwazrann pe ar gwazadur, gant ur burev evit an teulioù da leuniañ, ar peurliesañ.